Chapel Langristin

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Chapel Langristin

Er XVIvet kantved e oa bet savet chapel Langristin, e Plougastell-Daoulaz, ur savadur stumm ur groaz dezhañ, un nev hag ur groazell direizh he divrec'h. Tour ar chapel a oa bet diskaret gant ar gurun hag adsavet e voe e 1914, met distrujet e voe a-nevez gant ar bombezadegoù e 1944. Er bloaz 1975 e voe adsavet er stumm a vremañ.

En XVIIIvet kantved e oa bet goulennet gant Jean Leon Tregervet digant Roma kaout relegoù Santez Kristina evit o enoriñ er chapel. Aet eo kuit an arrebeuri a ginkle ar chapel gwechall met chom a ra un delwenn gaer livet, e maen Kersanton, da Santez Kristina, mestrez al lec'h.

Kalvar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'halvar, e maen Kersanton ivez, a oa bet savet e-kichen ar chapel e 1587. Dilec'hiet eo bet da vezañ lakaet er c'hreisteiz d'ar chapel.

Enskrivadur brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

008 Plougastel Inscription langue bretonne mur chapelle Sainte-Christine.JPG

Er bloaz mil nao c'hant pevarzek
Eus an diasez beteg ar beg
an tour-man zo bet adsavet
En henor Santez Kristina benniget
F. CARDINAL person
F. ANDRE fabrik
G. Broustail mestr mansoner

Er bloaz mil nav c'hant pevarzek
Eus an diazez betek ar beg
an tour-mañ zo bet adsavet
En enor Santez Kristina benniget.
F. CARDINAL person
F. ANDRE fabrik
G. Broustail mestr-mañsoner

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.