Delwenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Iskevrennad eus | kizelladur, figure, artificial physical object |
|---|---|
| SRGB color hex triplet | C1A170 |
| EntitySchema for this class | Entity schema not supported yet (E99) |

Un delwenn (liester : delwennoù) a zo un oberenn arz stummet diwar labour ar c'hizelloù, dezhi ar perzh bezañ arvestet he holl tuioù. Graet e vez gant ur c'hizeller pe un delwennour. Arz kizellañ an delwennoù a zo an delwennerezh, met gant kizellerezh e vez graet eus arz ar sevel an delwennoù d'an aliesañ. Evit enoriñ un den illur pe evit dispakañ arouezioù eo bet graet an delwennoù abaoe ar Ragistor. Hiziv e vez savet delwennoù dihervez evel ma vez graet gant meur a livour.
Istor an delwennouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet eo bet delwennoù bihan eus ar Ragistor, evel an Den leon.
En Henamzer e vez kavet delwennoù hag a zo idoloù relijiel e Henejipt, India kozh, Henc'hres ha Henroma. E Gres ha Roma e veze savet delwennoù politikourien ha marc'hadourien ivez.
Er Grennamzer eo deuet war-wel kalz delwennoù eus ar Werc'hez Vari hag ar mabig Jezuz, hag eus Jezuz war ar groaz.
Delwennourien an Azginivelezh a zo bet awenet gant an Henamzer.
Delwennoù gant perzhioù dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre o implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- delwenn-gañv
- delwenn-led
Dre o stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an delwenn unmaen uhelañ e India (e kêr Shravanabelagola) dezhi an uhelder 17 metr
Dre o ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez bihan e komzer eus un delwennig, pe ur skeudennig.
Roll an delwennourien bennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Delwennoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Delwenn ar Frankiz e New York
- Delwenn ar C'hrist Dasprener e Rio de Janeiro
- Manneken Pis e Brusel
- Ar vorganez vihan e Kopenhagen
- delwennoù Enez Pask
- delwennoù Traoñienn ar Sent, e Kerne-Uhel
Delwennoù meur aet da gaet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Keurzelwenn Rodos e Gres
- Delwenn ar Roue Loeiz XIV e Roazhon
- delwennoù pennoù Stad ar broioù komunour : Lenin, Stalin, Ceaușescu...
- delwenn Saddam Hussein e Baghdad e 2003
- Boudaoù Bâmiyân en Afghanistan