Mont d’an endalc’had

Jean Fréour

Eus Wikipedia
Jean Fréour e 2005 en e labourva e Bourc'h-Baz

Jean Fréour a oa ur c'hizeller breizhat hag a oa bet ganet e Naoned d'an 8 a viz Eost 1919 hag aet da Anaon d'an 11 a viz Mezheven 2010 e Bourc'h-Baz. Studiet en doa e Skol an Arzoù-kaer Bourdel hag e Skol an Arzoù-kaer Pariz e 1936.

Ezel e oa bet eus an emsav arzel Ar Seiz Breur. Bet e oa bet ur bloaz-pad e Casa de Velázquez e 1952 e Madrid. E-pad ar bloavezhioù 1950 en doa graet e annez e Bourc'h-Baz. Maer ar gêr-se e voe e-pad ur bloaz.

Jean Fréour a implije meur a zanvez gant e labour : skilt, marmor, oniks, arem ha koad. E awen a zalc'h identelezh e vro hag ar feiz katolik.

Kavet e vez e gizelladurioù e Breizh, e Beljia, en Enez-Frañs hag en Afrika.

Un nebeud kizelladurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1995 e oa bet roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alcime Bachelier, Jean Guéhenneuc ha Jean Fréour : Bouvron, son histoire, son église, ses vieilles croix, par le chanoine Bachelier, l’abbé Guéhenneuc et M. Fréour, Naoned, Chantreau et Cie, war-dro 1970.
  • Jean Fréour : Sculpture: nus et bustes, raklavar gant Yves Cosson, buhezskrid gant Michel Maison, displegadenn gant Jacques Raux, Trelier, 1983.
  • Véronique Daboust, Fréour ou Le chant de la sculpture: exposition, Pariz, Ti-kêr ar XVIvet arondisamant, 6-21 C'hwevrer 2004, aozet gant Paris beauté culture. (ISBN 2-9521156-0-5)

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.