Chapel Sant-Yann (Plougastell)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Chapel Sant-Yann zo ur chapel e Plougastell war lez an Elorn. Ur monumant istorel eo abaoe 1932[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lez an Elorn e voe savet ur c'hlañvdi gant Herberc'hourien Sant Yann Jeruzalem en XIIvet kantved. Ar chapel he zour mod Kerne zo dediet da sant Yann Vadezour pe Yann ar Badezour. Savet e voe er XVvet kantved. Daou c'hant vloaz war-lerc'h e voe brasaet pa voe savet un eil nev e 1607. Gant bombezadegoù 1944 e oa bet distrujet an darn vrasañ eus delwennoù hag arrebeuri ar chapel. N'eo ket bet peurrenevezet abaoe . N'eus bolz ebet ken hag un nebeud delwennoù a chom gwenn o c'hortoz o livioù orin liesseurt . Elfennoù dedennus zo chomet er savadur; teir gwareg-volz kaer ha daou vaen-korn kizellet eston.

Ur c'halvar kaer greunaen ha maen kersantit a vav e kornôg ar chapel. E 1987 ha 1997 un eil gwech, ez eus bet freuzet traou enni ha peurzistrujet zo bet ur c'hrist flammek eus ar XVvet kantved.

Chapel Sant Yann


Dour Sant Yann, pe dour an Drouized, dour "burzhudus" evit an daoulagad.

Ur feunteun a zo war an aod ha goloet e vez gant an dour pa vez uhel ar mor. Feunteun an Drev a reer diouti ivez. Pevar dar maen a sav tro dro d'ar feunteun. Laret e vez e teue an Drouized da ober o lidoù amañ da vare ar Gelted Kozh . Brud a oa chomet gant an dour se da bareañ an daoulagad. Deiz ar pardon ez ae kuit ar berc'hirinerien gant pep a vuredad dour "burzhudus". Pardon Sant Yann, Pardon al Laboused a sache milieroù a dud gwechall, tud eus Plougastell evel just met eus kalz pelloc'h, Brest, Landerne ha pelloc'h zoken. D'ar 24 a viz Even e oa gwechall, dalc'het e vez bremañ d'ar sul tostañ. D'ar 24 a viz even 1890 e oa bet ur gwallzarvoud mantrus e fin ar pardon pa oa kouezhet un dreuzell e lec'h ma c'hortoze perc'hirinerien ar vag a zeue da gerc'hat anezho.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]