Mont d’an endalc’had

Landerne

Eus Wikipedia
Landerne
Tier kozh war Pont Roc'han.
Tier kozh war Pont Roc'han.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Landerneau
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Landerne (pennlec'h)
Kod kumun 29103
Kod post 29800
Maer
Amzer gefridi
Patrick Leclerc
2014-2032
Etrekumuniezh KK Bro Landerne-Daoulaz
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 16 363 ann. (2023)[1]
Stankter 1 241 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 27′ 06″ Norzh
4° 14′ 53″ Kornôg
/ 48.451667, -4.248056
Uhelderioù kreiz-kêr : 21 m
bihanañ 1 m — brasañ 175 m
Gorread 13,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Landerne

Landerne ([lãn.ˈdɛr.ne]) zo ur gumun e Bro-Leon ha Bro-Gerne e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penngêr kanton Landerne eo.

  • War lez ar stêr Elorn emañ Landerne.
  • Bernard Tanguy ː Landergneau, 1206 ; Landerneu, 1218 ; Landerneau, 1233 ; Landergnau, 1296 ; Landerniau, c. 1330 ; Landerneau, 1467.
  • Erwan Vallerie ː Landergneau, 1206 ; Landerneu, 1218 ; Landernau, 1233 ; Landerinau, 1265 ; Landergnau, 1296 ; Landerniau, c. 1330 ; Landerneau, 1336, 1467 ; Lanternoc, 1536 ; Lenderneau, 1630.
Gerdarzh

Lan - Theernoch, anv un eskob.

En glazur e deirgwern greet en aour, sparrarouez e wern-volosk gant ardamezioù Roc'han en gul e nav mailhenn en aour 3-3-3, sparrarouez e wern-greiz gant ardamezioù Breizh en erminig, sparrarouez e wern-vizan gant ardamezioù Leon en aour e leon kudennek en sabel.

  • Ger-ardamez : Dalc'h soñj, dalc'h mat
  • Katalog d'Hozier, 1696
  • Treser : Bernard Le Brun

A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr Elorn. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + Ternog pe eus Lann + Tenenan, a oa o-daou ermited eus ar VIIvet kantved. Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206. Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant Galianed-ha-Romaned dre ma oa ur c'hroashent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr. Pemp hent kozh a zo:

  • Adalek penn-kentañ ar Grennamzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un dimeziñ. An dimeziñ-se a verzer dre sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.

Amzerioù modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêr-benn Priñselezh Leon e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an Normaned, gant ar Saozon (Brezel Kant Vloaz), gant Brezel an Ere ivez. Da vare an Dispac'h Gall e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur prokulor-sindik da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.
  • Trubuilhoù a voe e Landerne en noz etre an 3 hag ar 4 a viz Gouere; preizhet razh e voe tiez Bigeaud, fermer an dleoù, ha Blaizot, skignour ar paper-timbr; e ti ar sindig e voe tapet kig-bevin ha kig-sall[2].
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Landerne, Paul Menac, François Leffait ha Mathieu Sizon, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
  • 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Landerne da benn distrig Landerne[4].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Pillet, kure e Sant-Julian, Corre, aluzenner an ospital, Thomas ha Leier, beleion, an Tad Alexis, superior ar venec'h eus urzh Sant-Benead, da daou vanac'h eus ar memes kouent, an Tadoù Fidèle ha Pascal; nac'het e voe gant La Rue, person Sant-Houardon ha Jocguet, kure en hevelep parrez, Bodenez, person Sant-Tomaz ha Marc, kure er memes parrez, Roussel, person Beuzid, ha Mouden, kure en hevelep parrez[5];
  • an Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. Ar Gonvañsion a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "Penn-ar-Bed" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.

Reverzhioù greantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel.

Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent Landivizio, he devoe betek 2500 micherour. An hent-houarn a zegasas diorrodur kêr dre he liammañ ouzh Pariz e 1865 hag ouzh Kemper e 1865.

  • Mervel a reas 297 gwaz ag ar gumun, da lâret eo 3,60% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[6].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas nav milour[10].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas eizh milour eus ar gumun[11].

Un nebeud darvoudoù o deus merket istor Landerne

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Ospital, diazezet e 1336
  • Maner la Petite-Palud, XVvet, XIXvet}}
  • Kouent ar Gordennerien, XVIIvet
  • Kouent hag iliz an Ursulinezed, 1715, XVIIvet
  • Chapel an Ursulinezed
  • Chapel Sant-Sebastian
  • Iliz Sant-Houardon, XVIvet, XVIIvet
  • Prioldi Sant-Tomaz, XVIvet
  • Iliz Sant-Tomaz a Gantorberi, XVIvet, XVIIvet
  • Chapel ar Gapusined, XVIIvet
  • Iliz Beuzit-Konogan , 1591, XVIIvet
  • Kastell Kerlezerien
  • Garnell Sant-Tomaz, XVIIvet
  • Ti Gillard, 1639
  • Ti an Dugez Anna, 1664
  • Ti Dutoya, 1667
  • Ti Itron-Varia Rumengol, 1668
  • Maner Keranden, XVIIvet, 1823, 1904
  • Maner Kerlaran, XIXvet

Pont Landerne, savet war an Elorn, a reer anv anezhañ en ur skrid eus 1336. E 1510 e oa bet adsavet gant mein gant Yann II a Roc'han. Abaoe e reer pont Roc'han anezhañ. Da gentañ e oa war ar pont ur vilin, ur gored, ur chapel, un ti-gward hag ur prizon. En XVIIvet kantved e voe savet tiez-annez warnañ.

Pont Roc'han e Landerne

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[15]

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'an 22 a viz Kerzu 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 28 a viz Genver 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
  • Daou hentad divyezhek Div Yezh (168 skoliad e 2010), un hentad divyezhek zo er skolaj hag el lise publik (226 en holl e 2011)
  • Staliet eo Diwan Breizh e Landerne.
  • Ur skol Diwan (47 skoliad e 2011).
  • Ur skol brevez divyezhek Dihun a zo (80 skoliad e 2011).
  • E distro-skol 2025 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 284 skoliad (18,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[16].
  • An ti stummañ dibaouez Stumdi zo lec'hiet e Landerne.
  • Radio Arvorig FM a skign adalek Landerne.
  • Divyezhek eo an holl banelloù e kreiz-kêr.
  • Divyezhek eo ti-gar Landerne.
  • Bep bloaz e vez Gouel Kann al Loar e Landerne gant ur plas a-bouez roet d'ar brezhoneg: kenstrivadegoù lazoù-kanañ Kanomp Breizh, pezhioù c'hoari, kenstrivadegoù istorioù berr a vez kinniget bep bloaz.

Tud ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1712 ː Guillaume Mazeas; lennegour (Landerne, 1712 - Gwened, 1776)
  • 1713 ː Jean Mazeas; matematikour (Landerne, 1713 - Paris, 1801)
  • 1726 ː Yves Querboeuf; Istorour ha lennegour (Landerne ,1726 - Brunswick, 1799)
  • 1753 ː Louis-Julien Roujoux; baron Landerne; prefed ha barzh (Landerne, 1753 - Brest, 1919)
  • 1756 ː Yves Le Coat, baron Sant-Haouen; eil-amiral; ijiner arouezioù ar pellskiver (Landerne, 1756 - calais, 1826);
  • 1779 ː Prudence-Guillaume Roujoux; baron Landerne; refed, istorour (Landerne, 1779 - Paris, 1836)
  • 1902 : Remont Jestin, skrivagner brezhonek
  • 1926 : Édouard Leclerc, kenwerzhour
  • 1981 : Kristof ar Menn (Krismenn), kaner
  • 1988 : Romain Thomas, melldroader

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gweladennerien brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Le Barzic
Aotrounez Kerbiat e Sant Houardon
En glazur e gebrenn en argant heuliet gant teir brizhenn ginerminig ivez en argant.
Olivier [17]
Aotrouniezhoù dianav
En glazur e wezenn en argant heuliet gant teir c'hreskenn en aour.

Buhez Etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ
Emglev mignoniezh
Kevelerezh
  • Hêrezh , ar monumant savet gant Tomaz Godin d'an ñ : [18],[19].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • (fr)Daniel Delattre : Le Finistère. Les 283 communes. 2004
  • (fr)Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ (fr)Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 113 ha 119
  3. ↑ (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  5. ↑ (br)Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 45
  6. ↑ (fr)Memorial Genweb
  7. ↑ (fr)Memorial Genweb
  8. ↑ (fr)Le Télégramme, 16 a viz Even 2010
  9. ↑ (en)Pertes RAF Finistère
  10. ↑ (fr)Memorial Genweb
  11. ↑ (fr)Memorial Genweb
  12. ↑ (fr)Memorial Genweb
  13. ↑ (fr)Memorial Genweb
  14. ↑ (fr)Université de Lille
  15. ↑ (fr)Cassini hag EBSSA
  16. ↑ (br)Kelenn
  17. ↑ Julien, noter ar roue e 1668.
  18. ↑ (fr)Le Télégramme
  19. ↑ (fr)Ouest-France