Mont d’an endalc’had

Stumdi

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Stumdi zo un aozadur stummadur dibaouez dindan statud kevredigezhel bet krouet e 1987[1]. Kinnig a ra stummadurioù ha stajoù hir pe verr war ar brezhoneg evit strolladoù pe evit tud o-unan e Landerne ha Plañvour dreist-holl. Talvezout a ra Stumdi kement ha "ti ar stummañ" pe "stummadur dibaouez".

Krouet e oa bet e 1985 diwar intrudu André Lavanant evit stummañ kelennerien Diwan en dibennoù-sizhun. Pelloc'h e voe bet aozet stajoù war ar sizhun hag e 1993 e voe divizet kinnig stajoù hir war c'hwec'h miz. Berzh bras o doa graet ar stajoù-se pa vez ret chom hep stummañ muioc'h eget 75 den e Landerne hag e Plañvour. Hélène Bonniec eo renerez Stumdi hiziv an deiz. Pemzek den a oa gopret gant ar gevredigezh e 2025[2].

Efedus-tre eo ar stummadurioù hir, pa c'hall ar stajidi komz brezhoneg flour dre-se. Difennet e vez dezho ober gant ar skridoù abalamour da intent ar yezh dre gomz hepken. Kaset e vezont da selaou brezhonegerien a bep oad ivez(Daveoù a vank).

Etre 2003 ha 2017 e oa melestradurezh Stumdi e maner Keranden e Landerne, ha da-c'houde e voe kaset d'ar greizenn Théo Le Borgne.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2003 e oa bet savet ar film Ar brezhoneg e c'hwec'h miz diwar-benn stajidi ar stummadur hir, gant ar filmaozour Ronan Hirrien .

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Stumdi : trente ans de formation au breton, Ouest-France, 13/06/2016 (lennet d'an 02/08/2025)
  2. Skipailh Stumdi war lec'hienn ar gevredigezh.