André Lavanant

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un embreger hag ur brouder eus ar re bouezusañ evit diorren ar brezhoneg eo André Lavanant, ganet e Plabenneg e 1950.

Renet en deus un ti-moullañ e Brest (Ouest Hélio), met muioc'h anavezet eo evel an hini a zo bet prezidant Diwan Breizh div wech, bloavezhioù-pad.

Goude m'en doa lezet ar garg gant Andrew Lincoln e klaskas diorren ar c'hleweled brezhonek en ur grouiñ ar gevredigezh Dizale, a glask stummañ brezhonegerien evit mouezhiañ ar filmoù.
E penn ar gevredigezh Embregerezhioù Breizh evit ar Brezhoneg (EBB) emañ ivez.