Dizale

Eus Wikipedia

Dizale zo ur gevredigezh (lezenn 1901) a-vicher war an advouezhiañ e brezhoneg abaoe 1998.

Sikouret eo Dizale gant ar C’huzul rannvro Breizh evit goprañ tud a-vicher, hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n’eus forzh peseurt doare oberenn.

Ezel eo Dizale deus Films en Bretagne ha Kuzul Sevenadurel Breizh.

Tamm-ha-tamm e klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006 eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg gant ar grevredigezh. Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all : tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.

Barrek eo Dizale da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe an istitlañ. Hag ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell d’ar grevredigezh krouiñ ivez.

Gant Dizale eo krouet BreizhVOD e 2012, ar servij en-linenn nemetañ hag a ginnig filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù hag heuliadoù e brezhoneg.

Abaoe 2016 eo diazezet Dizale e Kemper (1, Straed ar Baradoz / 29000 Kemper).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]