Mont d’an endalc’had

Prezidant

Eus Wikipedia
Prezidant
karg, kefridiezh publik
Iskevrennad euspolitiker, penn Stad, rener Kemmañ
Organization directed by the office or positionStad Kemmañ
Renk dres dindanbesprezidant Kemmañ
Raklec'hiet gantpresident-elect Kemmañ
Studiet gantpresidential studies Kemmañ

Ur prezidant (pe ur brezidantez) zo un den lakaet e penn ur bodad pe ur vro, dre anvadur, dre zilennadur pe dre gevezholadur.
Kadoriad(ez) a vez graet ivez eus penn ur bodad, diwar ar ger cadeirydd, e kembraeg.

Eus ar galleg président(Daveoù a vank), a zeuas e 1296 eus al latin proesidens diwar proesidere, ur ger savet diwar proe "a-raok", "dirak" ha sedere "azezañ"[1] E 1617 e voe ar stumm benel gallek, présidente.[1]
Ar verb présider zo e galleg, a zo pennren e brezhoneg.

Pelec'h e vez lakaet ur prezidant?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn meur a dra e vez kavet ur prezidant :

  • ur Stad, a c'hall bezañ ur republik demokratel pe get ;
  • kuzul ministred ur Stad, "prezidant(ez) ar c'huzul" a lavarer neuze ;
  • ur strollad politikel, "pennsekretour(ez)" eo an titl a-wechoù ;
  • kevredigezhioù, kluboù a bep seurt (sportoù hag all).

Broioù ma'z eus prezidanted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras e vez prezidanted en holl vroioù ma n'eus ket a roue pe a briñs e penn ar vro, met doareoù disheñvel a vez d'o envel[a 1]

Prezidanted pe brezidantezed zo er broioù-mañ :

Rouaned pe briñsed zo er broioù-mañ :

Ur prezidant a zo e tost holl stadoù Afrika, n'eus nemet teir monarkiezh : e Maroko, Lesotho hag Eswatini.

E penn an holl Stadoù ez eus ur prezidant, nemet e Kanada, stadoù enezat eus an Antilhez ha Belize (roue ar Rouantelezh-Unanet).
Gwelet : prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Ur prezidant zo e Republik Kiribati, Republik an Inizi Marshall, Stadoù Kevreet Mikronezia, Republik Nauru, Republik Palau, Republik Fidji ha Republik Vanuatu.

Prezidantelezhioù aet da get

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • prezidant Republik kevreat sokialour Yougoslavia
  • prezidant Republik kevreadel Yougoslavia, ha goude prezidant Serbia-ha-Montenegro
  • prezidant Tchekoslovakia

Ur prezidant pe kadoriad a c'hall bezañ e penn ur c'hlub, ur gevredigezh, un embregerezh (komz a reer a-wechoù eus ar prezidant pennrener pe PPR), ur sindikad, ur skol-veur (anvioù all a zo hervez ar broioù : kañseller, rektor...), , un aozadur pe ur strollad bennak.

E Bro-C'hall, er c'hontrol d'ar pezh a greder n'eo ket ret kaout ur prezidant e penn ur gevredigezh[3], zoken ma z'eus unan alies. N'eo ket resisaet gant lezenn 1901 petra eo kefridi ha galloudoù prezidant ur gevredigezh. Ar statudoù eo ar re a zle ober kement-se.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Nemet ar stadoù souveren er roll-mañ.
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Geriadur gallek Le Robert de la langue française.
  2. Pennadoù 100-106, Seksion 2, Bonreizh Republik Poblel ha Demokratel Korea, 2019.
  3. Gwelet da skouer statudoù « a-led » ar gevredigezh « La Tondeuse » e Roazhon.