Andorra

Eus Wikipedia
Andorra
Andorra la Vella - footpath.jpg
bro, Stad emveliek
Rann eusBroioù Katalan Kemmañ
Deiziad krouiñ1278 Kemmañ
Anv ofisielAndorra Kemmañ
Anv er yezh a orinAndorra Kemmañ
Anv berr🇦🇩 Kemmañ
Yezh ofisielkatalaneg Kemmañ
Kan broadelEl gran Carlemany Kemmañ
Cultureculture of Andorra Kemmañ
Testenn ar ger-sturVirtus Unita Fortior, El País dels Pirineus Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadAndorra Kemmañ
Kêr-bennAndorra la Vella Kemmañ
Lec'hiadurLedenez iberek, Pireneoù Kemmañ
Located in the ecclesiastical territorial entityRoman Catholic Diocese of Urgell Kemmañ
Daveennoù douaroniel42°33′30″N 1°33′19″K Kemmañ
Kenurzhienn al lec'h pellañ er reter42°34′27″N 1°47′11″K Kemmañ
Kenurzhienn al lec'h pellañ en norzh42°39′21″N 1°32′57″K Kemmañ
Kenurzhienn al lec'h pellañ er su42°25′44″N 1°31′2″K Kemmañ
Kenurzhienn al lec'h pellañ er c'hornôg42°29′11″N 1°24′33″K Kemmañ
Poent uhelañComa Pedrosa Kemmañ
Lowest pointValira Kemmañ
Renad politikelparliamentary coprincipality Kemmañ
Office held by head of stateFrench co-prince of Andorra, Episcopal Co-Prince Kemmañ
Penn ar StadJoan Enric Vives Sicília, Emmanuel Macron Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantKentañ Ministr Andorra Kemmañ
Penn an aotrouniezhXavier Espot Zamora Kemmañ
Korf melestradurelExecutive Council of Andorra Kemmañ
Korf lezenniñGeneral Council of Andorra Kemmañ
Central banktalvoud ebet, Andorran Financial Authority Kemmañ
Devezh-gouelNew Year's Day, Constitution Day, Meritxell Day, Nedeleg Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral European Time, Europe/Andorra Kemmañ
MoneizEuro Kemmañ
A zo stok ouzhFrañs, Spagn, Unaniezh Europa Kemmañ
Driving sideDehoù Kemmañ
Electrical plug typeSchuko, Europlug Kemmañ
Strollad etnekAndorrans, Spaniards, Portuguese, French Kemmañ
Yezh implijetkatalaneg Kemmañ
Treuzskrivadur APIənˈdɔ.rə, ɐnˈdorːə, ɑnˈdɔɾɑ Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.govern.ad/ Kemmañ
HashtagAndorra Kemmañ
Domani internet.ad Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Andorra Kemmañ
Coat of armscoat of arms of Andorra Kemmañ
Dezverket drefree country Kemmañ
Roll monumantoùQ29837710, Tentative List of World Heritage Sites in Andorra Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Andorra Kemmañ
Istorhistory of Andorra Kemmañ
Rummad tostCategory:Andorra-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Andorra Kemmañ
Demographics of topicdemographics of Andorra Kemmañ
Mobile country code213 Kemmañ
Country calling code+376 Kemmañ
Trunk prefixtalvoud ebet Kemmañ
Emergency phone number112, 110, 116, 118 Kemmañ
GS1 country code840-849 Kemmañ
Kod plakenn varilhAND Kemmañ
Maritime identification digits202 Kemmañ
Unicode character🇦🇩 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Andorra Kemmañ

Priñselezh Andorra (katalaneg : Principat d'Andorra, galleg : Principauté d'Andorre, spagnoleg : Principado de Andorra) zo ur briñselezh vihan e mervent Europa. E menezioù Pireneoù emañ lec'hiet etre Frañs ha Spagn. Ur vro zigenvez e oa gwechall met deuet eo da vezañ ur vro binvidik bremañ a-drugarez d'an touristerezh ha d'he statud baradoz kemedel.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur orin zo bet kinniget d'an anv Andorra, a zo testeniekaet abaoe ar bloaz 839, ar re bennañ o vezañ : eus an navarraeg andurrial, "strouezheg"[1] ; eus an euskareg ama "dek" + iturri "mammenn"[2].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an hengoun eo Karl Veur a roas ur garta da annezidi Andorra evit o zrugarekaat da vezañ kemeret perzh er brezel a-enep an Arabed. Pennaotrouniezh ar rannvro a dremenas da gonted Urgell ha, goude se, da eskob Urgell. Er XIvet kantved e voe un tabut etrezañ ha konted Fois.

Diskoulmet e voe ar rendael e 1278 gant sinadur ur pareaj. Divizet e voe e vefe rannet pennaotrouniezh Andorra etre kont Fois hag eskob La Seu d'Urgell e Katalonia (a oa un darn eus rouantelezh Aragon d'an ampoent). He zachenn hag he stumm poltikel a-vremañ a roas an emglev-se e d'ar briñselezh vihan.

Titl kenbriñs a dremenas da rouaned Navarra. Pa'z eas Herri IV da roue Frañs e kemeras ur gourc'hemenn a savas roue Frañs hag eskob Ugell da genbriñsed Andorra.

Etre 1812 ha 1813 e stagas an Impalaeriezh c'hall Katalonia outi, ha rannet etre pevar departamant. Staget e voe Andorra ivez ha d'un darn eus bann Puigcerdà (departamant Segre) ez eas.

E 1933 e talc'has Frañs ar vro abalamour da drubuilhoù sokial a-raok an dilennadegoù. D'an 12 a viz Gouere 1934 e voe dilennet da diern Andorra ur c'hantread, Boris Skossyreff e anv. Disklêriañ a reas ar brezel ouzh eskob Urgell. Serret e voe gant ar Spagnoled ha kaset kuit da Vro-C'hall. Etre 1936 ha 1940 e lakaas Frañs un detachamant en Andorra d'he gwareziñ ouzh efedoù ar Brezel Spagn. Tizhout a reas soudarded Franco harzoù ar vro e fin ar brezel met n'antrejont ket enni.

Neptu e chomas Andorra e-pad an Eil brezel bed hag un hent-floderezh eus ar c'hentañ seurt e voe.

A-drugarez d'he lec'hiadur e chomas Andorra er-maez eus darvoudoù bras istor Europa ha nebeut a liammoù he devoa gant broioù arall estreget Frañs ha Spagn. Goude ar brezel diwezhañ eo torret he digenvezded gant kresk greanterzeh an touristerezh ha gwelladennoù an treuzdougoù hag an darempredoù. Arnevesaet he deus he frammadur politikel e 1993 ha en hevelep bloaz ez eas da ezelez eus ar Broadoù Unanet.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un demokratelezh parlamantel a zo eus Andorra abaoe 1993. Ar genbriñsed eo ar pennoù-stad met gant ar ministr kentañ hag ar gouarnamant emañ ar galloud-ober. Gant ar c'huzul meur hag ar gouarnamant asambles emañ ar galloud-lezenniñ. Evit 4 bloavezh e vez dilennet ar gannaded. Dizalc’h eo ar justis met choazet e vez ar varnerien gant ar genbriñsed c'hoazh.

N’eus arme ebet gant Andorra. Gant Frañs ha Spagn eo gwarezet he frankiz.

Un emsav disrannañ ez eus e Pas de la Casa.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre seizh a barrezioù (katalaneg parròquia) eo rannet Andorra : Andorra la Vella, Canillo, Encamp, Escaldes-Engordany, La Massana, Ordino ha Sant Julià de Lòria.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Andorra.

Dindan venezioù emañ an darn vrasañ eus tachenn Andorra. An uhelder krenn a dap 1 996 m. Al lec'h uhelañ eo ar Coma Pedrosa (2 946 m). Ar boblañs a vev e teir zraoñienn dreist-holl, avat. Ar re-mañ a ya d’ober un draoñienn hepken e-kichen Valira, war-du harzoù Spagn. Al lec'h izelañ a zo 870 m a-us da live ar mor.

Hinad Andorra a zo heñvel ouzh hini ar broioù nes met yenoc'h eo abalamour d'an uhelder. Erc'h a vez ingal e-pad ar goañv ha klouaroc'h e vez e-pad an hañv.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degas a ra an touristerezh 80% leve Andorra. War-dro 9 milion a dud a zeu weladenniñ ar vro bep bloaz. Sachet e vezont gant ar prizioù izel — n'eus ket tailhoù war an gwerzhioù — an hinad hag ar gweledvaoù. War zigresk emañ lañs an touristerezh, avat, abaoe m'o deus digoret Frañs ha Spagn o harzoù ha torret ar gwirioù maltouterezh.

Ur baradoz-tailhoù a zo eus Andorra ha pouezus-kenañ evit hec'h armerzh eo tachenn ar bank.

N’eus nemet 2 % eus an douareier a c'heller tiekaat hepken hag an darn vrasañ eus ar boued a rank bezañ emporzhiet. An nebeud kouerien eus ar vro a sav deñved dreist-holl hag an greanterzh nemetañ eo ar fardiñ sigaretennoù ha meurbl.

N'eo ket Andorra un ezelez wir eus an Unaniezh Europa met un darempred ispisial he deus ganti. War renk un ezelez wir emañ evit ar produioù oberiataet (gwir maltouterezh ebet) met un nann-ezelez eo evit produioù an douar. N’eus moneiz ebet gant Andorra hag ober a ra gant hini hec'h amezeien. A-raok 1999 ec'h implije al lur gall hag ar peseta spagnol, abaoe e ra gant an euro. Er c'hontrol eus broioù european bihan all n'he deus ket gwir Andorra da gognañ pezhioù. Emañ avat o varc’hata evit kaout aotre d’ober.

Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vinorelezh en o bro eo deuet an Andoraned da vezañ. N’eus nemet 33 % eus an annezidi a-gement a zo dezho ar vroadelezh andorran. Ar strollad brasañ eus an embroidi eo ar Spagnoled (49 %), ar Frañsizien (7 %) hag tud eus Portugal.

Poblañs Andorra a dape 71 201 a annezidi e miz Gouere 2006.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh ofisiel ar vro eo ar c'hatalaneg, yezh rannvro emren Katalonia a zo he sevenadur tost-tost da hini Andorra. Komz a reer spagnoleg, portugaleg ha galleg ivez. Ar relijion bennañ eo an hini gatolik.

Daou skrivagner brudet e Katalonia a zo bet ganet en Andorra : Michèle Gazier ha Ramon Villeró. E Sant Julià de Lòria e tañser contrapàs ha marratxa na vez kavet nemet en Andorra. Ar sonerezh hengounel a zo doare Katalonia dreist-holl.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Room, Adrian. Placenames of the World. Jefferson, North Carolina : McFarland, 2003, p. 29 (ISBN 978-0-7864-1814-5)
  2. (fr) Deroy, Louis & Mulon, Marianne. Dictionnaire des noms de lieux. Paris : Le Robert, 1994, p. 20 (ISBN 978-2-85036-195-1)


Mapa dels Països Catalans.png Broioù Katalanek Mapa dels Països Catalans.png

Katalonia · Bro Valencià · Inizi Balearez · Andorra · Franja de Ponent · L'Alguer · el Carxe