Euro
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An euro (arouez: €, kod bank: EUR) zo anezhañ ar moneiz nemetañ e 20 Stad ezel eus Unaniezh Europa (anvet Takad an euro pe Euroland) ha hini ensavadurioù Europa. Implijet e vez evel moneiz de facto e stadoù all ivez : Kosovo ha Montenegro. Implijet e vez ivez, ent-ofisiel, gant korrstadoù zo: Andorra, Monaco, San Marino, Vatikan, hag ivez Akrotiri ha Dhekelia, bonnoù arme ar Rouantelezh-Unanet e Kiprenez. Moneiz 320 milion Europad eo, hag ouzhpenn 200 milion a dud all a ra gant ur moneiz merket gantañ.
Rannet eo an euro e 100 cent (skrivet EUROCENT war ar pezhioù). Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa. An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[1], war-lerc'h an dollar US hag a-raok ar yuan sinaat. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[2]
Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù e 2002. Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.
|
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The Implementation of Monetary Policy - The Federal Reserve in the International Sphere
- ↑ (en)Atkins, Ralph (27-12-2006). Euro notes cash in to overtake dollar. Financial Times. Kavet : 04-05-2007.
- ↑ Er Frañs
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) (de) Euro - Bilhedoù