Unaniezh Afrika

Unaniezh Afrika a oa bet savet d'an 9 a viz Gouere 2002, e-lec'h an Aozadur evit Unvaniezh Afrika, un aozadur koshoc'h a vode dija stadoù Afrika.
Ar palioù embannet gant Unaniezh Afrika eo kas war-raok an demokratelezh ha gwirioù mab-den ha gwellaat an armerzh dre Afrika a-bezh. Muioc'h a c'halloud en deus Unaniezh Afrika eget n'en doa an AUA, evit emellout e traoù diabarzh ar stadoù zo izili. Ganti ez eus ul lez-varn etrebroadel, nerzhioù da virout ar peoc'h hag ur bank kreiz.
Bingu wa Mutharika eus Malawi eo bet prezidant kentañ an Unaniezh.
Ar stadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un unaniezh stadoù eo Unaniezh Afrika : 54 stad zo enni, da lavaret eo kement stad zo war kevandir Afrika. Abalamour ma oa bet anavezet republik Sahara ar C'hornôg gant an AUA, en amzer an aozadur-se, e oa aet kuit Maroko anezhañ e 1984. Deuet eo e-barzh Unaniezh Afrika en-dro e miz Genver 2017.
Prezidanted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep bloaz e vez anvet ur prezidant nevez, dilennet a-douez renerien o bro.
- Thabo Mbeki (
Suafrika) : 9 a viz Gouere 2002 - 10 a viz Gouere 2003 - Joaquim Chissano (
Mozambik) : 10 a viz Gouere 2003 - 6 a viz Gouere 2004 - Olusegun Obasanjo (
Nijeria) : 6 a viz Gouere 2004 - 24 a viz Genver 2006 - Denis Sassou Nguesso (
Republik Kongo) : 24 a viz Genver 2006 - 24 a viz Genver 2007 - John Kufuor (
Ghana) : 30 a viz Genver 2007 - 31 a viz Genver 2008 - Jakaya Kikwete (
Tanzania) : 31 a viz Genver 2008 - 2 a viz C'hwevrer 2009 - Mu'ammar al-Qaddafi (
Libia) : 2 a viz C'hwevrer 2009 - 31 a viz Genver 2010 - Bingu wa Mutharika (
Malawi) : 31 a viz Genver 2010 - 31 a viz Genver 2011 - Teodoro Obiang Nguema Mbasogo (
Ginea ar C'heheder) : 31 a viz Genver 2011 - 29 a viz Genver 2012 - Yayi Boni (
Benin) : 29 a viz Genver 2012 - 27 a viz Genver 2013 - Hailemariam Desalegn (
Etiopia): 27 a viz Genver 2013 - 30 a viz Genver 2014 - Mohamed Ould Abdel Aziz (
Maouritania): 30 a viz Genver 2014 -30 a viz Genver 2015 - Robert Mugabe (
Zimbabwe): 30 a viz Genver 2015 - 30 a viz Genver 2016 - Nkosazana Dlamini-Zuma (
Suafrika) : 30 a viz Genver 2016 - 30 a viz Genver 2017 - Moussa Faki (
Tchad) : 30 a viz Genver 2017 - 28 a viz Genver 2018 - Paul Kagame (
Rwanda) : 28 a viz Genver 2018 - 10 a viz C'hwevrer 2019 - Abdel Fattah al-Sisi (
Egipt) : 10 a viz C'hwevrer 2019 - 10 a viz C'hwevrer 2020 - Cyril Ramaphosa (
Suafrika) : 10 a viz C'hwevrer 2020 - 6 a viz C'hwevrer 2021 - Félix Tshisekedi (
Kongo (RD)) : 6 a viz C'hwevrer 2021 - 5 a viz C'hwevrer 2022 - Macky Sall (
Senegal) : 5 a viz C'hwevrer 2022 - 18 a viz C'hwevrer 2023 - Azali Assoumani (
Komorez) : 18 a viz C'hwevrer 2023 - 17 a viz C'hwevrer 2024 - Mohamed Ould Ghazouani (
Maouritania) : 17 a viz C'hwevrer 2024 -
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) (fr) (ar) (pt) (sw) Union africaine
