Robert Mugabe

Eus Wikipedia
Rober Mugabe e 2015

Robert Mugabe (Kutama, Rhodesia ar Su, 21 a viz C'hwevrer 1924 - 6 a viz Gwengolo 2019) a oa ur politikour, bet prezidant Zimbabwe adalek 1987 betek 2017.

Goude e studioù e kelennas e Lusaka hag en Accra. E 1960 e tistroas da Rhodesia ar Su hag ec'h emezelas en National Democratic Party (NDP), stumm kentañ ar Zimbabwe African Peoples Union (ZAPU), ur strollad politikel berzet gant gouarnamant Ian Smith.
E 1963 e krouas e strollad, ar Zimbabwe African National Union (ZANU). Harzet e voe gant broadelourien all e 1964 ha toullbac'het e voe e-pad 10 vloaz.

Kentañ Ministr Zimbabwe e teuas da vezañ d'an 18 a viz Ebrel 1980, ha prezidant e 1987.

E-penn ar strollad Zanu-PF e oa Robert Mugabe abaoe 1975. Da gentañ e oa eñ, kentañ ministr ar vro gant ar Zimbabwe African National Union (ZANU) ha goude-se prezidant ar vro e 1987 pa voe kendeuzet ar ZANU gant ar Zimbabwe African People's Union (ZAPU). Adanvet e oa bet kendeuziñ an daou strollad e ZANU–PF.

Dilezel e garg a brezident a reas d'an 21 a viz Du 2017, goude un taol-stad gant an arme a-enep an diktatouriezh a oa o vont etre daouarn Grace Mugabe. Erlec'hiet eo gant e gamarad Emmerson Mnangagwa d'ar 24 a viz Du 2017.

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo gant Grace Ntombizodwa Marufu e 1996.

Grace Ntombizodwa Marufu gant he gwaz Robert Mugabe e 2013.