Emmerson Mnangagwa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emmerson Mnangagwa e 2015;

Emmerson Dambudzo Mnangagwa, ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1942, eo trede prezidant Zimbabwe. Kemeret en deus e garg d'ar 24 a viz Du 2017. Goude an taol-Stad a zistroadas Robert Mugabe, e voe lakaet Mnangagwa e penn ar Stad gant lu ar vro ha gant harp lod eus ar broioù tro-dro. Degemeret mat eo bet ar prezidant nevez gant pobl Zimbabwe hag a oa aet skuizh gant an diktatour kozh ha gant stad truezus ar vro.

Un harp a-bell da Robert Mugabe e oa bet Emmerson Mnangagwa. Bez eo hiziv-an-deiz c'hoazh unan eus pennoù uhel ar strollad er galloud ZANU–PF. Mnangagwa a oa bet besprezidant ar vro adalek 2014 ha betek ma vefe skarzhet e deroù miz Du 2017. Kounaret bras gant ar skarzhadenn awenet gant gwreg Robert Mugabe, Grace Mugabe, al lu a oa emsavet evit e lakaat e penn ar Stad. An taol-Stad a oa bet hervez al lu an doare nemetañ da dalañ ouzh Grace Mugabe a glaske kemer plas he gwaz.

E-pad al lid ofisiel da lakaat anezhañ e penn ar vro e oa bet disklêriet gant Emmerson Mnangagwa, e oa o vont da adreizhañ ar vro evit hec'h adsevel (95% a zilabour). Ar c'hentañ tra a vefe graet a vefe degemer en-dro ar beizanted wenn ha rentañ dezho o douraoù laeret e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 war urzh ar prezidant Mugabe. Ar pal a vefe degas en-dro live produiñ ar vro a veze graet anezhañ "mirlec'h greun Afrika" gwechall. En e brezegenn gentañ ur wech lakaet da brezidant en deus prometet, goude enoriñ ha meuliñ Mugabe, e oa o vont da aozañ dilennadegoù dieub e 2018.