Grace Mugabe

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Grace Mugabe e 2016.

Grace Ntombizodwa Mugabe, ganet Marufu d'an 23 a viz Gouhere 1965, zo gwreg prezidant kozh Zimbabwe, Robert Mugabe. Bet e oa ar First Lady e Zimbabwe etre 1996 hag ar mare ma voe skarzhet he gwaz eus ar galloud e miz Du 2017.

Grace Ntombizodwa Marufu gant he gwaz Robert Mugabe e 2013.

Klasket he devoa bezañ hêr Robert Mugabe ha kemer ar galloud war ar vro. Evit en ober he devoa skarzhet Emmerson Mnangagwa eus ar vro.

Ne ouier ket kalz traoù diwar he fenn abaoe an taol-Stad gant Arme Broadel Zimbabwe a lakas Emmerson Mnangagwa er galloud.

Gwelet e oa fall pa oa First Lady abalamour ma rene ur vuhez a zispignoù sot, lesanvet e oa « Gucci Grace » dre ar vro.[1]

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Grace Ntombizodwa Mugabe a oa ganet e Benoni e Suafrika d'an 23 a viz Gouhere 1965.

E 2014, Mugabe a lakeas anezhi e penn kostezenn merc'hed ar strollad politikel er galloud Zanu-PF. Dre ma oa gwreg d'an diktatour ha ma vez tamallet dezhi bezañ bogodet kalz arc'hant gant doareoù amsklaer ez eo difennet outi dont-tre en Unvaniezh Europat hag er Rouantelezh-Unanet.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]