Arme Broadel Zimbabwe

Eus Wikipedia
Banniel Arme Broadel Zimbabwe.

Arme Broadel Zimbabwe pe Zimbabwe National Army (ZNA) zo skourr pennañ Nerzhioù Difenn Zimbabwe. Karget eo eus an holl gefridioù war zouar.

Lu Broadel Zimbabwe e 1980.

Krouet e oa bet d'an 18 a viz Ebrel 1980. E 2017 ez eus 30 000 soudard, 22 000 adarmead, un hollad a 52 000 soudard.

Taol-Stad miz Du 2017[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skarzhet eo bet an diktatour kozh Robert Mugabe gant al lu-se e miz Du 2017 evit lakaat Emmerson Mnangagwa en e blas. D'ar 24 a viz Du 2017 eo bet asantet ar prezidant nevez gant pennoù al lu en un doare ofisiel.