Mont d’an endalc’had

Lusaka

Eus Wikipedia
Skraberioù-oabl e Lusaka

Lusaka eo kêr-benn Zambia. Er bloavezh 2000 e oa 1 640 000 a annezidi o chom enni.

Savet e voe Lusaka e 1905 gant trevadennerien deuet eus Europa el lec’h ma oa ur geriadenn anvet Lusaaka. E 1935, abalamour ma oa muioc’h e-kreiz ar vro, e voe lakaet Lusaka da gêr-benn er pezh a oa anvet neuze gant an drevadennerien Rodezia an Norzh, e-lec'h kêr Livingstone. E 1964 e teuas Lusaka da vezañ kêr-benn Zambia dizalc’h.