Mont d’an endalc’had

Paul Kagame

Eus Wikipedia
Paul Kagame e 2016

Paul Kagame, bet ganet d'an 23 a viz Here 1957, a zo prezidant Republik Rwanda abaoe ar bloavezh 2000.


Paul Kagame a voe ganet d'an 23 a viz Here 1957 war torgenn Nyarutovu e kumun Tambwe, proviñs ar Su (prefeti kozh Gitarama) tost eus kreiz Ruhango. Kuitaet en doa e vro gant e familh e 1961 goude an dizalc'hidigezh, d'an oad a bevar bloaz, da-heul heskinerezhioù an Tutsied abaoe ar reveulzi rwandat e 1959. En em staliañ a rejont e Gahunge, e distrikt Toro en Ouganda.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.