Bingu wa Mutharika
Neuz
Bingu wa Mutharika (ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1934 en anv Brightson Webster Ryson Thom, ha marvet d'ar 5 a viz Ebrel 2012) a oa ur politikour eus Malawi ha prezidant ar vro etre 2004 ha 2012. Addilennet e oa bet e 2009, ha marvet, pa oa en e garg, e 2012.
E miz Gouere 2011[1] e voe manifestadegoù e Lilongwe ha Blantyre a-enep gouarnerezh fall ar vro. Emgannoù ouzh ar polis a voe kaoz da varv 18 den. Disklêriañ a reas Mutharika ne guitafe ket e garg. Hervez e eneberien ec'h ae Mutharika da diktatour.
Goude e varv e tremenas ar garg a brezidant d'ar vesprezidantez Joyce Banda.
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Malawi : gouvernement et opposition en chiens de faïence après des émeutes meurtrières e Jeune Afrique d'an 22/07/2011
Prezidanted Malawi |
|||
---|---|---|---|
|