Mohamed Ould Abdel Aziz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mauritania-aziz-in-his-home-city-Akjoujt-15mar09 1.jpg

Mohamed Ould Abdel Aziz (ganet d'an 20 a viz Kerzu 1956 en Akjoujt) zo ur soudard ha politikour maouritanian dilennet da brezidant ar vro e 2009. Kemeret en doa perzh e taol-Stad 2005 ouzh Maaouya Ould Sid'Ahmed Taya ha hini 2008 ouzh Sidi Ould Cheikh Abdallahi. Da heul an taol-Stad diwezhañ eo bet prezidant ar C'huzul-Stad. Aet eo ar maout gantañ e dilennadegoù aozet e miz Ebrel 2009 ha deuet da vezañ prezidant Maouritania d'ar 5 a viz Eost.