Abdel Fattah al-Sisi

Abdel Fattah Said Hussein Khalil al-Sisi (arabeg: عبد الفتاح سعيد حسين خليل السيسي 'Abde'l-Fattāḥ Sa'īd Ḥesayn Khalīl es-Sīsī), ganet d'an 19 a viz Du 1954, zo c'hwec'hvet prezidant Republik arab Egipt. E penn ar vro emañ abaoe 2014. Ganet eo e Kaero. Goude bezañ emezelet el lu e voe o vevañ en Arabia Saoudat. Goude-se en deus tizhet penn uhel al lu egiptat. Tremenet eo dre skolioù ofiserien ar Rouantelezh-Unanet ha goude-se e Stadoù-Unanet Amerika. D'an 12 a viz Eost 2012 e voe choazet evel ministr an difenn egiptat gant Mohamed Morsi. Kemeret en devoa neuze plas Hussein Tantawi, a oa ministr an difenn da vare Moubarak.