Hosni Moubarak
| Hosni Moubarak محمد حسني السيد مبارك | |
|---|---|
| Mohammed Hosni Moubarak poltred ofisiel | |
| Deiziad ganedigezh | 4 a viz Mae 1928 (87 bloaz) |
| Lec'h ganedigezh | Kafr-el-Meselha Egipt |
| Bro | |
| Micherioù | Soudard Politikour |
| Sinadur | |
| Diplomoù | Akademiezh aerlu Egipt |
| Skour | Islam sunnit |
| Prezidanted Egipt | |
| kemmañ |
|
Mohammed Hosni Moubarak (arabeg : محمد حسني السيد مبارك), skrivet boaz Muhammad Hosnī Sayyid Selaaem Mubārak, raloc'h Hosni Mubarak (arabeg: حسني مبارك) pe simplaet e Hosni Moubarak, ganet d'ar 4 a viz Mae 1928 a zo ur politikour a vro Egipt [1]
Is-prezidant republik arab Egipt pa voe muntret Anouar el-Sadat, kemer a ra e blas d'ar 14 a viz Here 1981, goude un dilennadeg e bodad ar bobl (parlamant). Hosni Moubarak a chom e-penn stad Egipt betek an 11 a viz C'hwevrer 2011 pa voe rediet da reiñ e zilez goude reveulzi Egipt 2011.
E miz Even 2012 e voe kondaonet d'an toull-bac'h difin en abeg da vuntroù, dieubet ez eo abretoc'h e miz Eost 2013.
Rebechet e vez d'e ren da vezañ bet unan taer hag enep frankiz ar geodedourien egiptiz, hiziv-an-deiz goude ma vije staliet Abdel Fattah al-Sissi e-penn Stad Egipt e sav ar soñj ne oe ket ken diaes an traoù dindan e ren evit bremañ [2]