Mont d’an endalc’had

Mohamed Morsi

Eus Wikipedia
Mohamed Morsi
محمد مرسي
Mohamed Morsi
Buhez
Ganedigezh 8 a viz Eost 1951
Ach-Charqiya
Egipt Egipt
Marv 17 a viz Even 2019 (67 vloaz)
Kaero
Egipt Egipt
Micherioù Ijinour
Politikour
Sinadur
Diplomoù Skol-veur Kaero
Skol-veur Kalifornia su
Skour Islam sunnit
Breudeuriezh muzulman
Strollad Frankiz ha Justis
Prezidanted Egipt

Mohamed Morsi (Arabeg: محمد مرسي) eus e anv gwirion Mohamed Mohamed Morsi Issa al-Ayyat (arabeg : محمد محمد مرسى عيسى العياط, stumm kornôgel : Muḥammad Muḥammad Mursī ‘Īsá al-‘Ayyāṭ), ganet d'an 8 a viz Eost 1951 ha marvet d'ar 17 a viz Even 2019, a oa ur politikour eus Egipt. Dimezet e oa gant Naglaa Ali Mahmoud[1].

Prezidant ar strollad Frankiz ha Justis, aozadur bolitikel gwriziennet en aozadur relijiel Breudeuriezh muzulman, e oa. Bet e oa bet danvez kannad ar strollad-se en dilennadegoù prezidant goude reveulzi miz Genver 2011.

Pempvet prezidant bro Egipt e voe betek bezañ skarzhet dre un taol-stad gant ar Marechal meur Abdel Fattah el-Sisi d'an 3 a viz Gouere 2013[2]. Bet e oa bet ar c'hentañ penn politikel en Egipt o vezañ dilennet en istor ar vro[3].

Kondaonet e voe d'ar marv d'ar sadorn 16 a viz Mae 2015[4][5].

Yaouankiz Mohamed Morsi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab henañ ul labourer douar pe Fellah, Mohamed Morsi a oa ganet hag en deus bevet e Ach-Charqiya e delta an Nil[6].

E-pad e studioù ijinour e skol-veur Kaero e emezellas er strollad relijiel Breudeuriezh muzulmaned. Etre 1978 ha 1985 e vez er Stadoù-Unanet evit peurechuiñ e studioù. E Skol-veur Kalifornia su e studias.

E 1979 e timezas gant e genitervez Naglaa Ali Mahmoud. Ar vaouez a yae d'ar Stadoù-Unanet ivez, e-lec'h m'he deus labouret e Kreizenn Islamek Kalifornia, war penaos desevel ar maouezed yaouank muzulman hag an dimeziñ.

O daou vab kentañ a voe ganet a zo Stadunaniz dre ma 'z int ganet e Los Angeles. E-pad ar maread amerikan-se e voe kavet an tu gant Mohamed Morsi da vont etrezek pignat en aozadur Breudeuriezh vuzulman.

Labour er skolioù-meur hag ijinour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezh 1985, Mohamed Morsi a roas e zilez e Skol-veur Kalifornia, Northridge ha distreiñ d'an Egipt e-lec'h ma labouras e Skol-veur Zagazig. Eno e voe lakaet e-penn skour an ijinourien. Kelenner e chomas eno betek ar bloavezh 2010.

Penn uhel er vreudeuriezh muzulman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar mare e skol-veur Zagazig e kaver Mohamed Morsi war an dachenn bolitikel e-touez ar Vreudeuriezh vuzulman. Uheloc'h-uhelañ e pignas etrezek penn an aozadur betek dont da vezañ un dudenn brudet ha pouezus el luskad :

  • Penn al liammoù gant ar Soudan
  • Penn al liammoù etrevroadel
  • Ezel Kuzul ar sturiañ (Penn gwirion an aozadur)

Er bloavezh 2000 e voe dilennet Mohamed Morsi evit ar wech kentañ e parlamant Egipt. E-penn kampagn Egipt 2010 e oa o klask mont gant hent uhel an niver a vouezhioù a oa bet boulc'het e-pad kampagn Egipt 2005.

Siwazh dezhañ ha d'an aozadur Breudeuriezh vuzulman e vezo roet lamm d'ar votadegoù gant Hosni Moubarak, a glaskas lakaat e vab Gamal Moubarak da gemer e lec'h. Mohamed Morsi a lakaas uhel da dalvezout ar flod votadeg ha karc'haridigezh 1500 breur muzulman hervezañ.

D'ar mare-se e krogas Mohamed Morsi da vont gant hent ur prezeg politikel relijiel[7].

Prezidant Egipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skrivadur "Nann d'ar sponterezh" e-pad un dibunadeg enep da Vohamed Morsi ha d'ar Breudeur vuzulman

D'an 30 a viz Even 2012 e krogas ren ar prezidant Mohamed Morsi. Gouarnamant e gentañ Ministr Hecham Qandil a voe kinniget d'an 2 a viz Eost 2012. E-pad ar c'hwec'h sizhun war-lec'h e voe skarzhet penn an titouriñ Mourad Mouafi, ar Marechal Mohamed Hussein Tantawi (bet e plas e-pad 20 vloaz dindan urzhioù Mubarak) ha penn uhel kuzul an nerzhioù lu (Penn nann ofisiel ar gouarnamant da c'hortoz).

Diskaridigezh hag erlec'hiadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emsavadeg pobl ha taol-stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù spisoc'h :

Raktal goude ma vije bet dilennet Mohamed Morsi e krogas emsavadegoù pobl da c'houlenn ma vije skarzhet. A-feur ma veze an amzer o treiñ ez ae an traoù war washaat, archerien Egipt a grogas da frikañ an emsavadegoù. An emsavadegoù a yeas war greñvaat, ha daou vloc'had a savas neuze : ar re a-du gant Mohamed Morsi hag ar re a-enep[8].

E miz Even 2013 e krogas un emsavadeg pobl en Egipt, fonnus hag aozet mat. Begenn an enebadur d'ar prezidant Mohamed Morsi ha d'ar strollad relijiel Breudeuriezh muzulman e oa ar strollad Tamarrod.

Goude an diskar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar feulster en Egipt a greskas goude e ziskar, gwalldaolioù en anv d'an Islam a voe e-leizh[9]. Kantadoù a vanifesterien evit Morsi a voe harzet ha toullbac'het, 15.000 breur muzulman a voe toullbac'het ha kantadoù anezho kondaonet gant prosezioù meur graet buan-ha-buan[10]. Kondaonet e voe Morsi d'ar marv d'ar sadorn 16 a viz Mae 2015[11]. Lod broioù estren d'an Egipt ne voent ket laouen gant ar c'hondaonadur, evel Turkia dre vouezh ar prezidant Recep Tayyip Erdoğan[12] hag ar Stadoù-Unanet[13]. Saïd Morsi, breur Mohamed Morsi, a zisklêrias e oa ur stourm relijiel hini an ez-prezidant hag e harperien : "Un djihad ez eo. Ma breur a zo oc'h ober an djihad evit hor bro. Bet e oa bet prezidant dilennet, ha goude-se skrapet gant al lu, kement-mañ ne roio ket lamm d'hor stourm."[6]. Pa oa toullbac'het e voe gwelladennet Mohamed Morsi gant Catherine Ashton[14].

Mervel a reas Mohamed Morsi diwar un taol en e galon d'ar 17 a viz Even 2019, goude ur prantad kaozeal en ul lez-varn[15].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Elshobaki Amr, Les Frères musulmans des origines à nos jours, embannadur Karthala, dastumadenn Hommes et Sociétés, 1añ a viz Ebrel 2009 (ISBN 2811101683) (fr)
  • Michaël Prazan, Frères Musulmans: Enquête sur la dernière idéologie totalitaire, embannadur Grasset, dastumadenn Documents Français, 22 a viz Genver 2014 (432 bajenn) (ISBN 2246802210) (fr)
  • Mohamed El-Bendary, The Egyptian Revolution: Between Hope and Despair, Mubarak to Morsi, embannadur Algora Publishing (288 pajenn), 15 a viz Ebrel 2015 (ISBN 978-0875869919) (en)

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diell-filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) La Confrérie, enquête sur les Frères musulmans, gant Michaël Prazan, embannadur Kuiv Productions gant sikour France Télévisions, Mae 2013, 81 vunutenn

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]