Prezidant Republik arab Egipt

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Prezidant Republik arab Egipt a vez graet eus rener stad Egipt ha penn meur an nerzhioù lu egiptian abaoe krouidigezh ar garg d'an 18 a viz Even 1953.

Mohammed Naguib e voe kentañ prezidant Republik Egipt etre 1953 ha 1954.

Gamal Abdel Nasser a voe prezidant etre 1956 ha 1970. War e lec'h e voe Anouar el-Sadat (1970-1981), Soufi Abou Taleb (1981) hag Hosni Moubarak (1981-2011).

Kuzul meur nerzhioù lu Egipt, ur bodad karget gant erlec'hiañ ar prezidant, a voet krouet d'an 11 a viz C'hwevrer 2011 goude dilez Hosni Moubarak ; e erlerc'hier eo Mohamed Morsi, dilennet d'ar 14 a viz Even 2012.

En daolenn da heuilh emañ deiziadoù kemennoù ha gouarnamantoù ar pennoù-Stad. Deiziadoù al linenn ziwezhañ (« Kemenn dilennadeg ») zo daveet gant deiziad an dilennadegoù (ma'z eus bet anv anezho) o deus kadarnaet ar c'hemenn.

Poltred Anv
(ganedigezh-anaon)
Deiziadoù ar c'hemenn

Kemenn dilennadeg
Gouarnamant Strollad politikel Kargoù all
e-pad ar c'hemenn
Notennoù hag elfennoù dibar
1 Muhammad Naguib.jpg Mohammed Naguib
(19011984)
18 a viz Even 1953 14 a viz Du 1954 Naguib I ; Nasser I ; Naguib II ; Nasser II Dizalc'h Kentañ ministr Kentañ prezidant Egipt goude diskar ar vonarkiezh [1]. Reiñ e zilez a reas dre wask al lu[2].
2 Gamal Abdel Nasser (c. 1960s).jpg Gamal Abdel Nasser
(1918-1970)
14 a viz Du 1954 28 a viz Gwengolo 1970 Nasser II ; Sabri ; Mohieddin ; Sulayman ; Nasser III Unvaniezh sokialour arab Kentañ ministr Ar c'horonal Nasser a skarzhas ar jeneral Naguib ar 14 a viz Gwengolo 1954 hag a gemeras e blas e penn ar Stad gant ar garg a brezidant kuzul ar pennoù reveulzier betek an 23 a viz Even 1956, pa zeuas da vezañ prezidant ar Republik. Dilennnet e voe da brezidant er bloaz 1956 [3], deiziad votadeg ar vonreizh [4]. Broadelaat a reas kanol Suez er memes bloavezh [5], krouiñ a reas evel-se ur reuz etrebroadel. Krouiñ a reaa ar Republik arab unvan gant Siria e 1958[6]. Perzh a gemeras e brezel ar c'hwec'h devezh e 1967 [7], ur c'hwitadenn e voe. Mervel a reas trumm e 1970[8].
1956, 1965
3 Anwar Sadat cropped.jpg Anouar el-Sadat
(19181981)
28 a viz Gwengolo 1970 6 a viz Here 1981 Fawzi ; Sedki ; Sadate I ; Hejazi ; Salem ; Khalil ; Sadate II Strollad broadel demokratel Kentañ ministr A gemeras plas Nasser e 1970[9]. A lakaas ur vonreizh nevez da dalvezout e 1971[10]. Perzh a gemeras e brezel Kippour e 1973 [11] Sinañ a reas un arsav brezel gant Israel (emglevioù Camp David)[12]. Drouklazhet e voe gant soudarded islamour e 1981 [13].
1970, 1976
Sufi Abu Taleb.gif Soufi Abou Taleb
(19252008)
6 a viz Here 1981 14 a viz Here 1981 Moubarak Strollad broadel demokratel Prezidant Bodad ar Bobl A gemeras plas Sadate e 1981 evel prezidant da c'hortoz.
4 Hosni Mubarak - Official Photo.JPG Hosni Moubarak
(ganet e 1928)
14 a viz Here 1981 11 a viz C'hwevrer 2011 Moubarak ; Mohieddin ; Ali ; Mahmoud ; Sedki ; al-Ganzouri I ; Ebeid ; Gouarnamant Nazif ; Gouarnamant Chafik I ; Gouarnamant Chafik II Strollad broadel demokratel Kentañ ministr Kemer a reas plas Sadate e 1981 [14]. Addilennet e voe e 1987, 1993, 1999 ha 2005 [15]. Reiñ a reas e zilez e 2011, un nebeud mizioù a-raok fin e gemenn, e-kerzh ar reveulzi egiptian [16].
1981, 1987, 1993, 1999, 2005
Field Marshal Mohamed Hussein Tantawi 2002.jpg Mohamed Hussein Tantawi
(ganet e 1935)
11 a viz C'hwevrer 2011 30 a viz Even 2012 Gouarnamant Chafik I ; Gouarnamant Chafik II ; Gouarnamant Charaf I ; Gouarnamant Chafik II ; Gouarnamant al-Ganzouri II Strollad ebet Krouidigezh kuzul-meur lu Egipt, un aozadur e-karg gant galloudoù penn ar Stad gant un doare da c'hortoz [17]. E-penn ar c'huzul e kaver Mohamed Hussein Tantawi betek an 30 a viz Even 2012 [18].
Prezidant
kuzul-meur lu egipt
5 Mohamed Morsi-05-2013.jpg Mohamed Morsi
(ganet e 1951)
30 a viz Even 2012 3 a viz Gouere 2013 Gouarnamant Qandil I ; Gouarnamant Qandil II Strollad Frankiz ha Justis Dilennet e 2012 [19]. Kentañ prezidant dilennet gant ar bobl[20], ezel ar strollad relijiel Breudeuriezh muzulman. Dre ur votadeg pobl e lakaas ur vonreizh nevez da dalvezout[21] ; tabut a voe[22] e fin ar bloavezh 2012. Lamet dre un taol-Stad d'an 3 a viz gouere 2013 [23], goude un emsavadeg pobl ramzel e-liamm gant kentañ deiz-ha-bloaz e gemenn [24].
Dilennadegoù prezidant Egipt 2012
Adly Mansour.JPG Adli Mansour
(ganet e 1945)
4 a viz Gouere 2013 8 a viz Even 2014 Gouarnamant el-Beblawii ; Gouarnamant Mahlab Strollad dizalc'h Lez-uhel vonreizhel Prezidant Lez-uhel vonreizhel Egipt, lakaet e voe war-raok gant al lu d'an 3 a viz Gouere 2013 evit kemer plas Mohamed Morsi, skarzhet gant al lu[25]. Touiñ a reas lealded en deiz war-lerc'h [26]. Kinnig a reas ur votadeg pobl evit lakaat ur vonreizh nevez e plas an hini a oa bet votet e miz Genver 2014[27] ; degemeret mat e voe ar vonreizh nevez, gant nebeut a voterien avat[28].
6 Abdel Fattah el-Sisi-عبد الفتاح السيسي.jpeg Abdel Fattah al-Sissi
(ganet e 1954)
8 a viz Even 2014 O ren Gouarnamant Mahlab I  ; Gouarnamant Mahlab II Strollad dizalc'h Ministr an Difenn e-pad ren Mohamed Morsi abaoe an 12 a viz Eost 2012[29], a voe skarzhet gantañ dre [daol-Stad an 3 a viz Gouere 2013[30] ; gwelet ez eo evel penn gwirion ar Stad e-pad ren Mansour[31]. Trec'h e voe goude dilennadegoù an danvez prezidant e miz Mae 2014 e-tal Hamdine Sabahi, hep souezhadenn da zen[32].
Dillennadegoù prezidant Egipt 2014

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]