Mont d’an endalc’had

Mozambik

Eus Wikipedia
República de Moçambique
Republik Mozambik
Banniel Mozambik Ardamezioù Mozambik
(Banniel Mozambik) (Ardamezioù Mozambik)
Ger-stur broadel: hini ebet
Lec'hiadur Mozambik
Mount Muresse ha plantadegi te (Zambézia).
Yezh ofisiel portugaleg
Kêr-benn Maputo
Kêr vrasañ Maputo
Prezidant Filipe Nyusi
Kentañ ministr Carlos Agostinho do Rosário
Gorread 801,590 km²
Poblañs (2007)
 Stankter
21 397 000 a annezidi
26.69 annezad/km²
Dizalc’h diouzh Portugal
25 a viz Mezheven, 1975
Moneiz Metical mozambikat (Mt) (MZM)
Eur UTC +2
Kan broadel Pátria Amada
Kod kenrouedad .mz
Kod pellgomz +258

Ur stad eus Afrika eo Mozambik, pe, ent-ofisiel Republik Mozambik, pe, en portugaleg, Moçambique pe República de Moçambique (distagadur IPA : [ʁɛ'publikɐ dɨ musɐ̃'bikɨ]). War aod gevred ar c'hevandir-se eo lec'hiet. Harzoù he deus gant Suafrika, Eswatini, Zimbabwe, Zambia, Malawi ha Tanzania. An eil bro bortugalek er bed eo-hi ma kemerer he foblañs e kont, hag an drede pa reer anv eus ar gorread.

Dont a ra an anv Moçambique eus hini Enez Moçambique, kentañ kêr-benn Afrika Bortugalat ar Reter, trevadenn bortugalat. Ha dont a ra anv an enez eus hini ur marc'hadour arab hag a oa o chom eno, Musa Al Bik, Mossa Al Bique pe Ben Mussa Mbiki(Daveoù a vank).

Proviñsoù Moçambique
Proviñsoù Moçambique
  1. Niassa (kêr-benn : Lichinga),
  2. Cabo Delgado (kêr-benn : Pemba),
  3. Nampula (kêr-benn : Nampula),
  4. Zambézia (kêr-benn : Quelimane),
  5. Tete (kêr-benn : Tete),
  6. Manica (kêr-benn : Chimoio),
  7. Sofala (kêr-benn : Beira),
  8. Inhambane (kêr-benn : Inhambane),
  9. Gaza (kêr-benn : Xai-Xai),
  10. Maputo (kêr-benn : Matola),
  11. Kêr Maputo (kêr-benn : Maputo).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]