Maoris

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
LocationMauritius.png
Kartenn Maoris
Traezheg en hanternoz an enezenn

Maoris(Daveoù a vank) pe Moris[1] (Maurice e galleg, Mauritius e saozneg, Moris e kreoleg), zo un enezenn hag ur republik e mervent Meurvor Indez, er-maez da Afrika, nepell diouzh Madagaskar. Port Louis eo anv ar gêr-benn.

Inizi all ar Republik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn enez Maoris a zo er republik:

En un enezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En enezeg Maskaregnez (pe Mascarenhas) emañ Maoris, a-gevret gant ar Reünion 200 km anezhi er mervent, hag enez Rodrigues 570 km er biz dezhi.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saozneg, galleg ha dreist-holl kreoleg eo ar yezhoù a vez graet gant an dud. Er velestradurezh e vez graet gant ar saozneg.

Touristelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a ra renerien ar Republik diorren an douristelezh ha sachañ ar re binvidikañ: kaoz a oa bet eus vakañsoù ar prezidant gall Jacques Chirac en hañvezh 2000 en ul leti eus ar re gerañ (ar "Royal Palm", 21 972 lur gall bemdez ): [1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur brezhoneg An Here, Kartenn-ved TES.