Mont d’an endalc’had

Moris

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Maoris)
Ur pennad Mauritius zo ivez.
Repiblik Moris
République de Maurice
Republic of Mauritius
Banniel Skoed-ardamez

Sturienn
Stella clavisque maris Indici
L'étoile et la clef de l'Océan Indien
Kan broadelMère PatrieMotherland

20°09'36" S – 57°30'36 R
Douaroniezh
Gorread 2 040 [1]
Aodoù 177 km
Uhelderioù
• Izelañ
• Uhelañ

0 m (Meurvor Indez)
828 m (MenezPiton)
Gwerzhid eur UTC +4

Poblañs 1 356  388 (Gouere 2017)
Yezh ofisiel Hini ebet
Kreoleg 86,5%
Bhojpurieg 5,3%
Galleg 4,1%
All 2,6%[2]
Gouarnamant
Dizalc'hiezh 12 a viz Meurzh 1968
Diouzh ar R.-U.
Doare Republik parlamantel
(1 gambr hepken)
Penn ar Stad Prithvirajsing Roopun
(2 a viz Kerzu 2019)
Kêr-benn Port Louis
Melestradur 9 distrig
3 amzalc'h
Moneiz MUR (Roupi morisian )

Kod pellgomz +230
Kod Internet .mu

Internet www.govmu.org

Andon : The WorldFactbook

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Moris[3] (Moris e kreoleg, Mauritius e saozneg, Maurice e galleg) zo un enezenn hag ur republik e mervent Meurvor Indez, a-vaez da Afrika, nepell diouzh Madagaskar. Port Louis eo anv ar gêr-benn.

Kentañ prouenn istorel eus an enez anvet Mauritius gant Europiz zo war ur gartenn bortugalat laeret gant ar spier italian Alberto Cantino e 1502[4]

Ar gartenn laeret

War a seblant e oa anvet Dina Arobi gant moraerion arab war-dro 975, ar re gentañ marteze o teurel troad war an enez.

E 1507 e teuas moraerion eus Portugal da ober un dro war an enez didud. Anvet e voe Cirne ganto war ar c'hartennoù portugalek, marteze diwar anv unan eus o listri pe en abeg d'an evn anavezet evel dodo, a oa stank eno d'ar c'houlz. Ur moraer portugalat all, Pedro de Mascarenhas, a roas e anv d'an enezeg, Mascarenhas.

E 1598 e teuas ul lestraz izelvroat, dindan an amiral Wybrand van Warwijck, da aochañ e Grand Port, hag an amiral da envel an enezenn Mauritius, en enor d'ar priñs Maurits van Nassau, stathouder ("penngouarnour") ar Republik izelvroat. Diwar neuze e voe ul lec'h-arsav da bourveziñ dour ha boued war hent Indez Nederlandat ar Reter.

Kartenn Moris

En enezeg Maskaregnez (Mascarenhas) emañ Moris, a-gevret gant ar Reünion 200 km anezhi er mervent, hag enez Rodrigues 570 km er biz dezhi.

Ouzhpenn enez Moris zo er republik :

Traezheg en hanternoz an enezenn

N'eus yezh ofisiel ebet e Moris. Kreoleg dreist-holl, bhojpurieg ha galleg eo yezhoù an dud ; gant ar saozneg e vez graet er gouarnamant.

Touristelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a ra renerien ar Republik diorren an douristelezh ha sachañ ar re binvidikañ.
Koz a oa bet eus vakañsoù ar prezidant gall Jacques Chirac en hañvezh 2000 en ul leti eus ar re gerañ (ar Royal Palm, 21 972 lur gall bemdez)[5].

  1. Enno Cargados Carajos, Rodrigez hag Inizi Agalega.
  2. Ar saozneg en o zouez, anezhañ yezh ofisiel ar gouarnamant, petra bennak ma ne vez komzet nemet gant nebeutoc'h eget 1% eus ar boblañs.
  3. Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur Al Liamm, Kartenn-ved TES.
  4. S. Toorawa, The medieval Waqwaq islands and the Mascarenes, Hassam Toorawa Trust, Port Louis, Mauritius, 2007.
  5. (fr) Denis Touret