Angola

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
República de Angola
Repubilika ya Ngola

Republik Angola
Banniel Angola Skoed-ardamez Angola
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Virtus Unita Fortior"
Kan broadel: Angola Avante !
Lec'hiadur Angola
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Luanda
8°50′S 13°20′E
Yezh(où) ofisiel portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant João Lourenço
 - Besprezidant Bornito de Sousa
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Deiziad 11 a viz Du 1975 
Gorread
 - Hollad 1 246 700 km² (24vet)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur 2017 29 310 273 ()
 - niveradeg 2014 25 800 000
 - Stankter 24/km² (199vet)
PDK (PGP) 2016 (istimadur)
 - Hollad $187,3 milmilion (65vet)
 - Keidenn $6 800 (156vet)
FDD  (2004) 0,439 (izel) (161)
Moneiz Kwanza (AOA)
Gwerzhid-eur (UTC+ 1)
Kod kenrouedad .ao
Kod pellgomz +244



Ur Stad en Afrika eo Republik Angola (portugaleg : República de Angola, distagadur IPA /ʁɛ'publikɐ dɨ ɐ̃'gɔlɐ/, kongoeg: Repubilika ya Ngola).
War aod kornôgel ar c'hevandir emañ. Harzoù he deus Angola gant Namibia er su, Republik Demokratel Kongo en norzh ha Zambia er reter, tra m’emañ ar Meurvor Atlantel er c’hornôg. Proviñs Kabinda zo un ezklozadur en deus harzoù gant Republik Kongo ha Republik Demokratel Kongo.

Luanda eo ar gêr-benn.

Un drevadenn eus Portugal eo bet e-pad pell a-raok bout dizalc'h e 1975. An eil bro bortugalek er bed eo Angola (goude Brazil) ma seller ouzh he gorread, hag an drede pa reer anv eus ar boblañs. Pinvidik eo e gondon.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar portugaleg Reino de Angola "Rouantelezh Angola"[1], deveret diouzh ngola, a oa titl roueed Ndongo, ur rouantelezh waz da rouantelezh Kongo ; e 1556 e voe broudet Ndongo gant Portugaliz da emsevel enep Kongo.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War aod ar Meurvor Atlantel ez eus ur vandennad strizh a zouaroù strujus a vez labouret ; eno emañ Luanda. A-us dezhi, war-dro 1 000 m a-us live ar mor er Reter, ez eus un uhelgompezenn trovanel he hin goloet gant savanennoù. Enni emañ lec'h uhelañ Angola, Morro de Mocco (2 620 m).
En Norzh emañ traoñienn ar stêr Gongo, goloet a goadeier. Er Su, betek an harzoù gant Namibia, ez eus ur savanenn ivez.

Maiz, patatez dous ha fav a c'hounezer war an aod evit ar bevezadur diabarzh ; evit an ezporzhiañ e c'hounezer kafe ha kotoñs war an uhelgompezenn, palmez-eoul ha korz-sukr en tiriadoù glepoc'h hag er c'hoadegi.
Mengleuzioù diamant zo e Biz ar vro.
Tireoul zo er meurvor a-vaez da Gabinda ; diwarnañ e tenn Angola 50% eus he C'henderc'h Diabarzh Kriz (KDK), ha tremen 90% eus hec'h ezporzhioù.[2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannoù melestradurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Angola e 18 proviñs.

Proviñsoù Angola

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Karta Dias de Novais, 1571(en) Linda M. Heywood & John K. Thornton, Central Africans, Atlantic Creoles, and the Foundation of the Americas, 1585-1660, Cambridge University Press, 2007 (ISBN 978-0-5217-7065-1)
  2. (en) The World Factbook