Mont d’an endalc’had

Panterenn

Eus Wikipedia
panterenn

Panthera Pardus


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Panthera
Anv skiantel
Panthera Pardus
(Linnaeus, 1758)
spesadoù all

Panthera leo : leo

Panthera gombaszoegensis : jaguar europat

Panthera onca : jaguar

Panthera palaeosinensis

Panthera tigris : tigr

Panthera toscana : panterenn toskana

Panthera youngi

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ur bronneg kigdebrer, Panthera pardus eus hec'h anv skiantel, eo ar banterenn. Anvet eo al loupard ivez. O pouezañ etre 30 ha 70 kg e vez ha dezhañ e vez war-dro daou vetr. Un nebeud piri a c'hell tizhout 90kg, met ar parezed a vez bihanoc'h.

Evit he ment eo ar "c'hazh bras" pouezusañ, gant ar jagoar.

An darn vrasañ eus ar panterenned a zo louet-gell-skañv o liv gant saotradennoù du met liv o sae a zo valigan-tre. Bihanoc'h e vez ar saotroù war ar penn.

Gwechall e kreded e oa ar banterenn un hiron etre ul leon hag ur banterenn zu. N'eus ket ur ouenn wir eus ar banterenn zu, met ur c'hemmad. Ur c'hemmadur-genel o lakaat da genderc'h muioc'h eumelanin eget feomelanin. O saotroù a c'helled gwelout c'hoazh, avat, pa vez mat ar gouloù. Bez' ez eus panterenned gwenn ivez.

Daoust d'he ment eo ar banterenn ul loen-noz. E-barzh ar gwez e vev alies ha diaes-kenañ e vez he c'havout en natur. Al lec'h gwellañ a zo en Afrika e Sabi Sand Private Game Reserve, en Afrika ar Su ma'z int boazet ouzh an dud. En Azia eo Yala National Park e Sri-Lanka al lec'h gwellañ.

  • Loupard Afrika, Panthera pardus pardus (n'emañ ket en arvar)
  • Loupard Amour, Panthera pardus orientalis (en arvar bras)
  • Loupard Arabia, Panthera pardus nimr (en arvar bras)
  • Loupard Barbaria, Panthera pardus panthera (en arvar bras)
  • Loupard India, Panthera pardus fusca (pas en arvar)
  • Loupard Anatolia, Panthera pardus tulliana (en arvar bras)
  • Loupard Indo-sina, Panthera pardus delacouri (chalus)
  • Loupard Java, Panthera pardus meas (en arvar)
  • Loupard Sina an hanternoz, Panthera pardus japonensis (chalus)
  • Loupard Persia, Panthera pardus saxicolor (en arvar)
  • Loupard Sinai, Panthera pardus jarvisi (en arvar bras)
  • Loupard Sri Lanka, Panthera pardus kotiya (en arvar)
  • Loupard Zanzibar, Panthera pardus adersi (aet da get)

Ispesadoù aet da get

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn an ispesadoù-se ez eus un nebeud isspesadoù ragistorel.

  • Panthera palaeosinensis
  • Panthera pardoides
  • Panthera schaubi

Bouetaj ha chase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kig debrerien eo al louparded. Chaseal a reont da noz peurliesañ. Loened bihan a-walc'h evel gazelenned, marmouzed pe girafenned yaouank a zapont. Gagnoù a zebront ivez hag e kêr loened doñv pe bugale memes, a wechoù !

Aes e vez da gemmeskañ ar c'hizhier meur evit ar re n'o deus o gwelet nemet er zooioù. Heñvel-tre ouzh ar Jagoar eo ar banterenn hag he c'hemmeskañ gant ar gwepard a reer gwechoù'zo.

Diforc'hiñ ar banterenn diouzh ar jaguar a zo aes a-walc'h rak ne vevont ket en hevelep lec'h. Ar banterenn a vev er bed kozh hepken tra ma ne gaver ar jagoar nemet en Amerika. Ar banterenn a zo bihanoc'h eget ar jagoar ivez.

Ar gwepard, daoust ma vev e hevelep lec'hioù hag ar banterenn, a zo aes da zisheñvelout anezhi ivez. Pounnero'h eo ar banterenn ha ne red ket ken buan. Un aneval-deiz eo ar gwepard ivez tra ma hemolc'h ar banterenn e-pad an noz dreist-holl.

Tiriad ar banterenn

A-raok ar c'hemmoù krouet gant an dud e-pad ar c'hantved diwezhañ e oa ar banterenn ar c'hazh meur boutinañ. En darn vrasañ eus Afrika (estreget e Sahara) e kaved anezhañ, hag en Azia, eus Turkia betek Sibiria. Stank eo c'hoazh en un darn vras eus hec'h annez ha krediñ a reer ez eus 500 000 panterenn er bed hiziv an deiz.

Meur a isspesad a zo en arvar, avat, ha da get ez eus aet unan anezho : loupard Zanzibar. Klask a vez war ar panterenned gant ar vigrierien (evit he c'hroc'hen dreist-holl), ha distruj hec'h annez a zo un dra fall ivez.

Tud zo a gred ez eus un nebeud panterenned gouez e Breizh-Veur. Morse n'eo bet prouet an dra-se.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.