Panthera gombaszoegensis

Eus Wikipedia
Jagoar Europa
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Panthera
Anv skiantel
Panthera gombaszoegensis
Kretzoi, 1938
spesadoù all :

Panthera leo : leon

Panthera pardus panterenn

Panthera onca : jaguar

Panthera palaeosinensis

Panthera tigris : tigr

Panthera toscana : panterenn toskana

Panthera youngi

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Panthera gombaszoegensis, pe Jagoar Europa, a zo ur c'hazh meur hag a veve en Europa 1,5 milion a vloavezhioù ’zo. Hendad koshañ al leon hag ar c'hizhier meur a-vremañ eo. Kavout a reer e fosilennoù e Bro-Saoz, Alamagn, Italia, Spagn, Frañs hag an Izelvroioù. Fosilennoù heñvel a-walc'h a zo bet kavet en Afrika ar reter.

Brasoc'h e oa eget ar jagoar a-vremañ ha tapout preizhennoù brasoc'h moarvat a c'helle. Krediñ a reer e oa ar jagoar europat ul loen digenvez gant un doare-buhez heñvel a-walc'h ouzh hini ar jagoar a-vremañ. Krediñ a reer e veve er c’hoadegi dreist-holl met n'eo ket sur.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]