Mont d’an endalc’had

Jagoar

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Panthera onca)
Jagoar


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Panthera
Anv skiantel
Panthera Onca
(Linnaeus, 1758)
Statud CITES  : Stagadenn I ,
Adwel 01-07-1975
spesadoù all

Panthera leo : leo

Panthera gombaszoegensis : jagoar europat

Panthera pardus : panterenn

Panthera palaeosinensis

Panthera tigris : tigr

Panthera toscana : panterenn toskana

Panthera youngi

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar jagoar (Panthera onca) zo ur c'higdebrer eus kerentiad ar Felidae. Unan eus ar pevar "kazh meur" eo gant ar banterenn, an tigr, hag al leon. An trede kazh brasañ eo goude an tigr hag al leon hag an hini pouezusañ eus Amerika.

Heñvel-tre eo ar jagoar ouzh ar banterenn zoken ma'z eo e zoare buhez tostoc'h ouzh hini an tigr. En e-unan e vez o hemolc'hiñ ha plijout a ra gwelloc'h ar janglenn dezhañ eget tachadoù digoroc'h. Evel an tigr n'en devez ket aon da vont e-barzh an dour. Ur penn-preizher eo ar jagoar hag ur perzh pouezus en deus e kempouez an ekosistemoù.


Ar c'hazh meur nemetañ en Amerika eo ar jagoar hag an dielfennadennoù genel a ziskouez en em ziforc'has diouzh ar Felidae arall c'hwec'h milion a vloavezhioù zo. Ar c'harrekaennoù kavet a laka ar skiantourien da grediñ e veve o hendad boutin diwezhañ tri milion a vloavezhioù ’zo. War a seblant e teuas hendad ar jagoar eus Europa.

Bez' ez eus eizh isspesad Jagoared.

Tiriad ar jagoar

Gallout a reer kavout jagoared e koadegoù glavek Amerika ar Su hag Amerika Greiz koulz hag e geunioù ha dezerzhioù Mec'hiko. Ral eo gwelet anezho er menezioù avat. Ar spesad a zo boutin a-walc'h evit ma c'hellfemp bezañ sur ne'z aio ket da get en dazont tost, met an niver a jagoared a zo aet war zigresk abalamour d'an hemolc'h ha da zistruj e annez.

Gwelout a reer jagoared er Stadoù-Unanet en Arizona, New Mexico ha Teksas. E deroù an XXvet kantved e c'helled e gavout c'hoazh e kreisteiz Kalifornia. N'omp ket sur, avat, hag emañ ar jagoared gwelet er rannvroioù-se o chom eno evit gwir. Posupl eo e tremenfent a-dreuz dezho hepken. Fosilennou jagoar a zo bet kavet e Missouri met ar jagoared ragistorel-se a veze brasoc'h eget ar jagoared a-vremañ.

Er Stadoù-Unanet eo gwarezet ar jagoar ha difennet eo e lazhañ evit e greoñ.

Ur jagoar du

Un aneval krenndev ha kigennek eo ar jagoar. Etre 56 ha 96 kg eo e bouez met a re vrasañ a c'hell tizhout etre 131 ha 151 kg, tra ma pouez ar parezed bihanañ 36 kg. Ar parezed a vez 20% bihanoc'h eget ar pared. Muzuliañ a ra ar jagoared etre 1.62 m ha 1.83 m. Jagoared Mec'hiko a vez bihanoc'h eget re Amerika ar Su a c'hell tizhout 100 kg.

Neuñvierien ha kraperien ampart eo ar jagoared hag o javed a zo kreñv-kenañ. Hervez reoù eo o c'hrogadenn an hini greñvañ e-touez ar c'hizhier meur. Gallout a rafent toullañ ur glorenn-vaot gant o dent, un dra n'eus kazh meur ebet estreget loupard an erc'h a zo barrek anezhañ. Gallout a ra ur jagoar stlejañ un tarv 400 kg war 8 m gant e javed hepken.

Hemolc'h a reont loened 300 kg o fouez ha diouzh an doare-buhez-se eo aet o c'horf.

Kreoñ gell-louet a vez gant an darn vrasañ eus ar jagoared met reou'zo a zo gell-du pe peurzu. Brizhelloù o deus a reont ganto da guzhat er janglenn.

Kavout a reer alies jagoared du rak trec'h eo ar c'hemm genel a zo abeg ar velaniezh. Panterennoù du a reer eus ar jagoared du met ne furmont ket ur spesad. Kavout a reer jagoared gwenn ivez, met kalz distankoc'h int.

Ur jagoarig hag e vamm

Gouennañ a c'hell ar parezed ober war-dro daou vloaz. Ar pared a zle gortoz betek tri pe pevar bloaz. Abeg an diforc'h-se etre an div reizh eo ar c'hevezerezh etre ar pared. War a greder e c'hellont gouennañ a-hed ar bloaz, met aliesoc'h e reont pa vez kalz preizhioù. Ar pared hag ar parezed a c'hell kejañ an eil gant egile dre ruoc'hal pe a-drugarez d'o c'hwesha.

Ar parezed eo a zesav ar re yaouank. Padout a ra an dougen etre 93 ha 105 devezh. Genel a ra ar barez nebeutoc'h eget pevar c'holen, an hanter anezho a varv buan a-walc'h.

Dall e vez ganet ar re yaouank ha ne grogont da welout nemet goude div sizhunvezh. Gant o mamm e chomont daou vloavezh kent mont kuit da sevel un dachennad evito-o-unan. En natur e vev ar jagoared war-dro 12 bloavezh, ha 23 er mirvaoù.

Evel an darn vrasañ eus ar c'hizhier e vev ar jagoar en e-unan. En em gejañ a ra ar re vras nemet evit gouennañ. O zachennadoù a vuzul etre 25 ha 50 km², hervez puilhentez ar preizhioù. Beajiñ a ra ar pared muioc'h eget ar parezed ha tachennadoù brasoc'h a zo ganto. Tachennadoù ar parezed a c'hell damc'holoiñ an eil eben met ar pared a dec'h an eil diouzh egile. An troazh hag ar mon a vez implijet da verkañ an tachennadoù. Evel ar c'hizhier arall e ruoc'h ar jagoared da lakaat ar re all da dec'hout.

Un aneval serrnozel kentoc'h eget un aneval-noz eo ar jagoar met gallout a ra hemolc'hiñ e-pad an deiz ma zo ezhomm gantañ. Oberiant a-walc'h eo evit ur c'hazh rak ne ziskuizh nemet e pad 40 da 50% eus an devezh.

Diaes eo gwelet ar jagoared en o annez naturel ha kalz eus ar pezh a anavezer diwar-benn o emzalc'h a voe bet desket dre sellout pizh ouzh anevaled er mirvaoù.

Hemolc'herien didu eo ar jagoared. Ne genlabouront nemet e-pad amzer ar gouennañ. War-dro 85 spesad a hemolc'h : kirvi, tapired, pekaried pe zoken kaimaned. Koulzelour (?) ez int avat ha logod, pesked ha zoken raned ne nac'hint ket da zebriñ. Ar chatal a chaseont ivez a-wechoù hag o dent a c'hell toullañ ur glorenn-vaot. Ur reder ampart n'eo ket. Plijout a ra gwelloc'h tostaat ouzh e breizh dre guzh ha lammat warnañ dre sourpren.

Ne lazh ket e breizhoù dre zantañ o gouzoug evel ar c'hizhier arall. Plijout a ra dezhañ muioc'h toullañ o c'hlopenn. En abeg d'an doare-lazhañ-mañ e torr ar jagoared alies o dent pa'c'h eont da gozh. Debriñ a ra ar jagoared etre 5 ha 32 kg kig bemdez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.