Karv
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Kirvi ruz
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Artiodactyla | ||
| Isurzhad : | Ruminantia | ||
| Kerentiad : | Cervidae | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar c'hirvi zo bronneged daskirier a ya d'ober an darn vrasañ eus kerentiad ar c'harveged.
Ar c'harv ruz eo ar spesad anavezetañ e Breizh.
Spesadoù kirvi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar spesadoù kirvi emañ :
- ar c'harv brizh, Axis axis
- karv Calamian, Axis calamianensis
- karv Bawean, Axis kuhlii
- ar c'harv-hoc'h, Axis porcinus
- karv ar geunioù, Blastocerus dichotomus
- ar c'harv ruz, Cervus elaphus
- karv Sika, Cervus nippon
- ar c'harv kuch, Elaphodus cephalophus
- karv an Tad David, Elaphurus davidianus
- ar c'harv-dour, Hydropotes inermis
- ar c'harv-mul, Odocoileus hemionus
- karv ar pampa, Ozotoceros bezoarticus
- ar c'harv-erc'h, Rangifer tarandus
...
Daoust d'o anv n'emañ ket ar c'hirvi-musk e-touez ar c'harveged.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karvez a vez graet eus parez ar c'harv ha heizez eus ur garvez n'he deus bet menn ebet c'hoazh.