Banniel Angola

Eus Wikipedia
Banniel Angola

Banniel Angola zo banniel broadel Angola abaoe an 11 a viz Du 1975, deiz dizalc'hiezh ar vro. Tennañ a ra da vanniel an MPLA, ar strollad politikel a ren er vro.

Rannet eo e div vandenn : unan zu en traoñ, arouez kevandir Afrika, hag unan ruz e krec'h, arouez ar gwad skuilhet gant Angoliz evit o bro. E-kreiz ar banniel ez eus ardamezioù melen : an hanterenn eus ur rod dantek (arouez al labourerien hag an industriezh), ur gontell-droc'h (arouez al labourerezh-douar) hag ur steredenn.

Bannieloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]