Mont d’an endalc’had

Impalaeriezh trevadennel Portugal

Eus Wikipedia
Impalaeriezh trevadennel Portugal
bro istorel
Iskevrennad eusTrevadenn Kemmañ
Rann eusIberian Union Kemmañ
Deiziad krouiñ1415 Kemmañ
ArvezPortugal Kemmañ
Anv ofisielImpério Português Kemmañ
Anv er yezh a orinImpério Colonial Português Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
DiazezerJoão Iañ Portugal Kemmañ
Yezh ofisielportugaleg Kemmañ
Kan broadelHymn of the Charter, A Portuguesa, Hymno Patriótico Kemmañ
KevandirAfrika, Amerika, Okeania, Europa, Azia Kemmañ
StadPortugal Kemmañ
Kêr-bennLisbon, Rio de Janeiro, Lisbon Kemmañ
Renad politikelunpenniezh, Republik, monarkiezh hollveliek, Monarkiezh vonreizhel, parliamentary republic Kemmañ
Moneizescudo Kemmañ
Erlec'hiet gantPortugal Kemmañ
Darvoud-alc'hwezConquest of Ceuta, The Portuguese discovery of the sea route to India, Independence of Brazil, discovery of Brazil, Treaty of Tordesillas Kemmañ
Deiziad divodadur20 Kzu 1999 Kemmañ
Cause of destructionDispac'h ar Jenofl Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Flag of Portugal Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Portugal Kemmañ
Gregorian calendar start date15 Her 1582 Kemmañ


Impalaeriezh trevadennel Portugal (1410-1999)

Impalaeriezh trevadennel Portugal a reer eus hollad an douaroù tramor renet gant Portugal etre 1415 ha 1999. E-touez galloudoù trevadenner Europa eo bet Portugal an hini zo kroget an abretañ da drevadenniñ ha padet ar pellañ. Goude ar Reconquista gristen echuet e 1272, Portugal a gendalc’has da astenn e c’halloud pelloc’h, war-zu ar c’hreisteiz, a-hed aodoù Afrika da gentañ. Goude beajoù ergerzherien evel Bartolomeu Dias ha Vasco da Gama e voe kavet hent Indez, tra ma laboure moraerien all evel Fernan Magalhaes pe Torres evit Impalaeriezh trevadennel Spagn, er Meurvor Habask.

En XVIIIvet kantved e voe troet e selloù gant Portugal war-zu Brazil ha lec’hioù zo en Afrika hag en Azia.

Impalaeriezh trevadennel Portugal a voe lakaet dezhi un dibenn da vat pa voe roet Macau da Sina e 1999.

Deroù an impalaeriezh (1415-1580)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù al ledenez iberek (Spagn ha Portugal bremañ), e-pad ul lodenn vat eus ar Grennamzer, e voe brezelioù etre ar Gristenien hag ar Vuzulmaned. Eus ar brezelioù-se e reer ar Reconquista (pe adaloubadeg e brezhoneg). Rouantelezhioù kristen an hanternoz en em ganne a-enep rouantelezhioù muzulman ar c’hreisteiz.

Evit Portugal e voe echuet ar Reconquista e 1272, pa voe aloubet Algarve gant ar roue Afonso III. Neuze en doa tizhet Portugal an harzoù zo gantañ bremañ el ledenez iberek. Goude-se e stagas rouantelezh Portugal d’en em astenn pelloc’h c’hoazh, eus tu ar mor.

Gant soudarded eus Portugal e voe aloubet kêr Ceuta (war arvor Norzhafrika) e 1415.

Herri ar Merdeer

E 1419 en em gavas daou eus kabitened ar Priñs Herri ar Merdeer war enez Madeira, kaset betek eno gant ar gwallamzer. E 1427 en em gavas unan all en enezeg an Azorez. Inizi didud e oant. Gant ar Priñs Herri ar Merdeer, e deroù ar XVvet kantved, e voe kaset an ergerzh war-raok. Klask madoù ha pinvidigezhioù e oa ar pal, evel-just, kement ha dizoleiñ douaroù dianav. Tamm-ha-tamm ez eas Portugaliz pelloc’h-pellañ a-hed aodoù Afrika, o kartennaouiñ ar vro hag oc’h ober kenwerzh gant an henvroidi. E 1434 e voe degaset ar sklaved kentañ eus Afrika da Bortugal. Gant an drafikerien sklaved e krogas ur c’henwerzh nevez ha gounidus.

A-benn ar fin e voe tizhet Indez, ur rannved binvidik anezhi, gant ar voraerien eus Portugal. Gant an Durked e oa bet troc’het al liammoù kenwerzhel dre zouar a oa gwechall etre Indez hag Europa. Kavout un hent dre vor da vont da India hag Azia a roe da Bortugal an tu d’ober kenwerzh ar spisoù a oa kement a glask warno. E 1499 e tistroas Vasco da Gama eus e veaj kentañ betek Indez, gant ur vagad pebr.

E-keit-se e oa bet staliet tud war inizi didud Madeira, an Azorez hag ar C’hab Glas. Kregiñ a rejont da labourat an douar eno. Diouzh un tu all e oa kroget mat ar c’henwerzh gant pobladoù aodoù Afrika. Eus Portugal ez ae listri karget a vrizhvarc’hadourezh war-zu rouantelezhioù pleg-mor Ginea. Eno e veze eskemmet ar varc’hadourezh-se evit sklaved pe aour. Kontouerioù a veze savet war an aod, evel en Elmina (e Ghana hiziv), savet e 1482. Fellout a rae da Bortugaliz ober o renkoù dre eno ha ne lezent ket tud eus broioù all Europa da zont d’ober kenwerzh war an aodoù-se.

Sevel an impalaeriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar XVIvet kantved e teuas Portugaliz da vezañ mistri war Meurvor Indez. Ober a rejont o stal d’ar stadoù muzulman bihan ha sevel a rejont kreñvlec’hioù a-hed an aodoù, eus Mozambik d’ar Molukez en ur dremen dre Aod Malabar. War-raok ez ejont bepred, c’hoantek d’ober kenwerzh ar spisoù (pebr, tachoù-jenofl, kraoñ-muskadez, kanell). E 1506 e voe tizhet Selan ganto ; e 1507 enez Maoris. Goude emgannoù e Diu e 1509 ha 1538 e voe kadarnaet galloud Portugal en India. Ren a raent war ar c’henwerzh e Meurvor Indez, n’eo ket hepken war ar c’henwerzh etre Indez hag Europa met ivez war ar c’henwerzh etre broioù Azia.

E Brazil e voe savet an trevadennoù kentañ er bloavezhioù 1530 (krouidigezh São Paulo e 1530 da skouer). Rio de Janeiro a voe savet e 1567. Ur wech savet kêrioù war an arvor e teuas Portugaliz d’ober o annez eno, c’hoant ganto da c’hounit arc’hant diwar ar c’horz-sukr, ar c’hafe pe an aour. Evit gounit korz-sukr e voe ezhomm tud da labourat er parkeier ha kroget e voe da zegas sklaved d’ar vro. Tamm-ha-tamm ez eas tud an arvor war-zu diabarzh an douaroù. Kreskiñ a reas poblañs ar vro ha tamm-ha-tamm e teuas da vezañ brasoc’h eget hini Bortugal.

Diskar an impalaeriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tonket e oa impalaeriezh trevadennel Portugal da vont da get, gant an digempouez a oa etre ar vro-benn, dezhi ur milion a annezidi hepken, hag an trevadennoù a-strew dre ar bed. Etre 1580 ha 1640 e voe stag Portugal ouzh Spagn. E-keit-se e voe aloubet meur a drevadenn bortugalat gant ur galloud nevez-savet, an Izelvroioù (Kab ar Spi Mat, Selan). Goude brezelioù Napoleon e teuas Brazil d’en em zistagañ diouzh Portugal. Adalek 1822 ne oa ket Brazil un drevadenn ken. Diouzh an tu all e kreske ment trevadennoù Portugal en Afrika (Angola, Mozambik, Ginea-Bissau), evel ma kreske an trevadennoù europat all war ar c’hevandir-se e-pad an XIXvet kantved. Er bloavezhioù 1960 e klaskas an diktatour Salazar mirout ar broioù-se daoust d’ar brezelioù dieubidigezh a oa oc’h ober o reuz eno. Echuiñ a reas ar brezelioù-se e 1975, goude Dispac'h ar Jenofl (Revolução dos cravos e portugaleg).
E-touez broioù Europa e voe Portugal an hini ziwezhañ o tilezel he zrevadennoù. Macau e voe an hini ziwezhañ ha roet e voe da Sina e 1999.

Trevadennoù kozh Portugal aet bremañ d’ober stadoù dizalc’h a zo bodet en un unaniezh anvet Kumuniezh ar Broioù Portugalek (e portugaleg Comunidade dos Países de Língua Portuguesa pe CPLP).

Trevadennoù kozh Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn un impalaeriezh trevadennel vras eo bet Portugal. Enni e oa ar broioù-mañ :

Notenn : enezegoù Madeira hag an Azorez a oa didud pa oant bet kavet gant moraerien eus Portugal. Gant Portugaliz eo bet poblet an inizi ha sellout a reer outo evel lodennoù eus Portugal bremañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]