João Iañ Portugal
Neuz
João Iañ (1358-1433) a oa Roue Portugal (1385 - 1433).
Goude marv ar roue Fernando Iañ e voe renet ar vro gant ar rejantez Leonor Teles. En em sevel a reas ar bobl a-enep dezhi, hag en o fenn e oa Don João, aotrou Avis. Sikour a c'houlennas Leonor Teles digant roue Kastilha, Juan Iañ, he mab-kaer. Trec’het e voe arme Kastilha en emgann Aljubarrota e 1385 ha ren a reas João war-lerc'h, gant an anv João Iañ.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Philippa of Lancaster (Filipa de Lencastre e portugaleg) (1359-1415) ha nav bugel o doe. Seizh anezho a eas betek o oad gour, hag anvet int an ínclita geração:
- Branca de Portugal (1388-1389), marvet da ur bloaz
- Afonso (1390-1400), marvet da zek vloaz
- Duarte Iañ Portugal (1391-1438), Roue Portugal war-lerc'h e dad, barzh ha skrivagner
- Pedro, Dug Coimbra (1392-1449), a voe un infant desket, rejant e-pad minorelezh an danvez roue Afonso V. Mervel a eure en Emgann Alfarrobeira
- Henrique, Dug Viseu, O Navegador (1394-1460), a bostas e vadoù er verdeadurezh ha sevel kartennoù
- Izabel Portugal (Dugez Bourgogn) (1397-1471), dimezet da Fulup III Bourgogn, derc'hel a reas ul lez leun a dud desket
- Branca (1398), marvet yaouankik
- João, Infant Portugal (1400-1442), konestabl Portugal, tad-kozh da Izabel Iañ Kastilha
- Fernando, an Infant Santel (1402-1437), marvet prizoniad e Fes.
Daou vab bastard en doe ivez, gant Inês Pires:
- Afonso Iañ Bragança (1377-1461), kont Barcelos, kentañ dug Bragança ha diazezour Tierniezh Bragança.