Philippa of Lancaster
Neuz
Philippa of Lancaster, pe Filipa de Lencastre e portugaleg, ganet e 1359 ha marvet e 1415, a oa Rouanez Portugal dre he dimeziñ da João Iañ Portugal. Merc'h e oa da Yann Gent.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nav bugel he doe. Seizh anezho a eas betek o oad gour, ha lesanvet int an ínclita geração (ar remziad illur):
- Branca (1388-1389), marvet da ur bloaz
- Afonso (1390-1400), marvet da zek vloaz
- Duarte Iañ Portugal (1391-1438), Roue Portugal war-lerc'h e dad, barzh ha skrivagner
- Pedro, Dug Coimbra (1392-1449), a voe un infant ha diplomat desket, rejant Portugal evit e niz, an danvez roue Afonso V. Mervel a eure en Emgann Alfarrobeira
- Henrique, Dug Viseu, O Navegador (1394-1460), a bostas e vadoù er verdeadurezh ha sevel kartennoù;
- Izabel Portugal (Dugez Bourgogn) (1397-1471),
- dimezet da Fulup III Bourgogn, derc'hel a reas ul lez leun a dud desket; mamm e oa da Charlez an Her;
- Branca (1398), marvet yaouankik
- João, Infant Portugal (1400-1442), konestabl Portugal, tad-kozh da Izabel Iañ Kastilha
- Fernando, an Infant Santel (1402-1437), marvet prizoniad e Fes.