Mont d’an endalc’had

Pedro, Dug Coimbra

Eus Wikipedia
Pedro, Dug Coimbra
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Portugal Kemmañ
Anv-bihanPeter Kemmañ
Titl noblañsmarc'heg, Duke of Coimbra, dug Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Kzu 1392 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLisbon Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mae 1449 Kemmañ
Lec'h ar marvAlverca do Ribatejo Kemmañ
Lec'h douaridigezhBatalha Monastery Kemmañ
TadJoão Iañ Portugal Kemmañ
MammPhilippa of Lancaster Kemmañ
PriedIsabella of Urgell, Duchess of Coimbra Kemmañ
FamilhHouse of Aviz Kemmañ
Micherskrivagner, troer Kemmañ
KargRejañs Kemmañ
Statud sokialroyalty Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
BrezelConquest of Ceuta Kemmañ
Ezel eusOrder of the Dragon Kemmañ
Prizioù resevetknighthood, Order of the Garter Kemmañ
Pedro, Dug Coimbra
Pedro, Dug Coimbra

Pedro (9 a viz Kerzu 1392 – 20 a viz Mae 1449), infant Portugal, kentañ Dug Coimbra, a oa ur priñs eus Tierniezh Avis, mab da João Iañ, roue Portugal, ha d'e bried Philippa of Lancaster. Entre 1439 ha 1448 e voe rejant Portugal evit e niz Afonso V.

Desket mat e voe en un amzer ma ne veze skoliet an dud uhel nemeur. En em glevout mat a rae gant e vreudeur Duarte Iañ ha João.

Beajiñ a eure en estrenvro, ma voe lesanvet "Infante das Sete partidas" ("infant ar seizh rannvro"). Gant an impalaer Sigismund Hungaria e voe anvet da Dug Treviso, ha da varc'heg Urzh an Ere-loer gant e eontr Herri IV (Bro-Saoz).

En 1415, e kemeras perzh gant e dad en aloubadeg Ceuta, hag anvet e voe da varc'heg en deiz war-lerc'h ma voe kemeret kêr, er voskeenn nevez kristenaet. Unan eus duged kentañ Portugal e voe.

Pa varvas e vreur Duarte Iañ en 1438, e voe anvet e vab Afonso da roue, met peogwir e oa bihanik e voe anvet e vamm intañvez, Leonor Aragon (rouanez Portugal), da rejantez hervez youl ar roue kozh. Nemet ne oa ket gwallgaret ar rejantez, ha skoazell ebet n'he devoa nemet hini Afonso, kont Barcelos, bastard da João Iañ. Bloaz goude e tivizas ar c'h-Cortes tennañ ar rejañs digant ar rouanez d'he reiñ da Pedro. Klask a reas Pedro digreskiñ galloud an tiegezhioù uhel, a oa evel rouantelezhioù er rouantelezh end-eeun, ha kreskiñ galloud ar roue diwar o c'houst.

Ar c'hont Alfonso de Barcelos, enebour personel Pedro, a oa deuet da vout eontr muiañ karet ar roue, ma c'hallas kreskiñ e c'halloud er vro. En 1442 e roas ar roue da Afonso an titl a dug Bragança. Gant an titl-se hag an douaroù stag outañ e teuas da vout galloudusañ den Portugal hag unan eus pinvidikañ tud Europa. Evit kreñvaat e bouez evel rejant e timezas Pedro e verc'h Isabel d'ar roue Alfonso V en 1445.

D'an 9 a viz Mezheven 1448 e teuas ar roue en oad da ren ervat, ma rankas Pedro daskor e c'halloud da Alfonso V. D'ar 15 a viz Gwengolo er bloaz-se e voe diskaret gant Alfonso V an holl lezennoù savet e-pad ar rejañs. Un toullad bloavezhioù goude, e tisklêrias ar roue, gant skoazell dug Bragança, brezel da Bedro.

Trec'het e voe dug Coimbra en emgann Alfarrobeira ha lazhet en emgann, d'an 20 a viz Mae 1449.