Mont d’an endalc’had

Marc'heg (marc'hegiezh)

Eus Wikipedia
Skeudenn Hartmann von Aue, ur marc'heg er grennamzer, w.d. 1300

Ur marc'heg (liester: marc'heien) e veze un den houarnwisket ha pignet war ur marc'h evit brezeliñ eus Europa ar grennamzer da gentañ. Peurliesañ e veze graet marc'heg un den eus an noblañs bihan a zalc'he ur glenn. An titl a veze hêrezhet a dad da vab, pe gallout a reed bezañ roet dre ar benedictio militis (an adoubmant) gant un denjentil all a-drugarez d'e gurioù milourel.

Betek an XVvet kantved e veze gwelet ar marc'heien evel tudjentil a rank izel a-walc'h, hogen e veze implijet ar ger diwezhatoc'h evit tud an noblañs a rank uheloc'h hag a oa floc'hien ganto.

Marc'heien a c'halle bezañ ezel un urzh marc'hegiezh, evel, da skouer, an urzh Teutonek, urzh an Templ, urzh Malta (Urzh Sant-Yann Jeruzalem gwechall), Urzh Sant-Lazar.

Un nebeud marc'heien zo anavezet c'hoazh :

Unan eus darvoudoù brudetañ an tournamantoù marc'hegerezh eo ar joust. Ur c'harg lans etre daou varc'heg o c'haloupat, an eil dirak egile eo[1].

Marc'hegerezh merc'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Urzh ar Vouc'hal zo un urzh maouezed krouet evit derc'hel soñj eus maouezed Tortosa o deus difennet o c'hêr a-enep ar Vaorien en XIIvet kantved.

Ar merc'hed a gemere perzh er brezel gant ur pal resis, ouzh degouezhioù dreistordinal, evel prizoniadur pe marv o gwazed. Neuze, ne oa ket ar varc'hegerezh merc'hed ar reolenn, met ne veze ket sellet outañ evel ur skandal pe un dismegañs, gant ma kemere ar brezelourezed armoù evit un abeg reizh, e-barzh ur framm lezennel resis-kenañ[2],[3].

Ne gemere ket ar merc'hed an armoù dre ret. Kemer a raent perzh war an tachennoù emgann dre emglevioù. Ral a wech e kemerent perzh war varc'h, o tougen ur broc'h. Koulskoude, skouerioù zo ma'z eo bet evel-se[4].

Eus an XIIvet betek ar XVvet kantved e oa anavezet un toullad maouezed noblañs e tiriadoù liesseurt Europa ar Grennamzer, e Bro-C'hall, Bro-Skos, Spagn hag Italia, o doa kemeret armoù evit difenn o c'hastell, o madoù[5].

  1. (fr) Loïs Forster, La joute, le plus gracieux des arts de la guerre, e-Phaïstos. Journal of the history of technology, IV, niv. 1,‎ 1 a viz Ebrel 2015
  2. (fr) Elsa Mourgues, Les chevaleresses, de la gloire à l'oubli, France Culture, 7 a viz gwengolo 2021
  3. (fr) Les femmes au Moyen Âge : deux livres pour en savoir plus, Madmoizelle, 3 a viz genver 2017
  4. (fr) Martin Aureil, Des braves ! Les figures du guerrier, épisode 3/4 - Il était une fois les chevaleresses, France Culture, 9 a viz gwengolo 2020
  5. (fr) Sophie Brouquet, Les "chevaleresses" une réalité? Trois questions à Sophie Brouquet, Historia, niv. 935,‎ miz kerzu-miz genver 2025, p. 20