Götz von Berlichingen
Neuz
Götz von Berlichingen
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh santel roman german |
| Anv e yezh-vamm an den | Götz von Berlichingen |
| Anv ganedigezh | Gottfried von Berlichingen zu Hornberg |
| Anv-bihan | Götz |
| Anv-familh | von Berlichingen |
| Titl noblañs | Freiherr |
| Deiziad ganedigezh | 1480 |
| Lec'h ganedigezh | Jagsthausen |
| Deiziad ar marv | 23 Gouere 1562 |
| Lec'h ar marv | Hornberg Castle |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
| Tad | Kilian von Berlichingen |
| Mamm | Margarete von Thüngen |
| Yezhoù komzet pe skrivet | Middle High German |
| Micher | Goprsoudard, Imperial Knight, milour, skrivagner |
| Grad milourel | marc'heg |


Gottfried von Berlichingen zu Hornberg, pe "Götz von Berlichingen", "Götz mit der eisernen Hand" e voranv (G. e zorn houarn), (1480 e Jagsthausen - 23 Gouere 1562 e kastell Hornberg, e Neckarzimmern) a oa ur marc'heg impalaerel frankek. Brudet-bras eo evit ar perzh a bouez en doa kemeret e Brezel ar Gouerion Alaman, ha dre m'eo bet taolennet gant Johann Wolfgang von Goethe er pezh-c'hoari Götz von Berlichingen. Brudet eo an arroud a gaver er pezh-se, Er aber, sag's ihm, er kann mich im Arsche lecken ! ("Hennezh, kae da lavaret dezhañ e c'hall lipañ ma revr!"), ur frazenn dizoare anavezet-mat gant an alamanegerien.