Urzh an Templ

Eus Wikipedia
Ur Siell eus Marc'heien an Templ, gant skeudenn vrudet daou varc'heg war ul loen-kezeg hepken, un arouez eus o faourentez. E latin hag e gregach emañ ar skrid, Sigillum Militum Xpisti: gant ur groaz da heul (da lavaret eo "Siell Soudarded ar C'hrist”).

Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon (e latin: Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici), anavezet gwelloc'h dre an anv Urzh an Templ, ha Templourien pe Paotred an Templ, pe c'hoazh Marc'heien an Templ, a veze graet eus e izili, a oa un urzh relijiel ha soudardel bet savet d'an 22 a viz Genver 1129 a-benn gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da Jeruzalem da vare Brezelioù ar Groaz. Padout a ray an urzh tost da zaou gantved a-raok bezañ divodet gant ar pab Klemañs V d’an 13 a viz Meurzh 1312. Pledet en doa kalz Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet komandirioù, hag a oa un egin sistem bankerezh ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en Douar Santel.

Diwezh an Urzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammet start e oa berzh mat an Demplourien ouzh Brezelioù ar Groaz. Pa oa bet kollet an Douar Santel ez eas brud vat an urzh war zisteraat. Brudoù a redas war lidoù kuzh degemer evit an izili nevez, ha roue ar Frañs, Fulup IV, a zlee arc'hant bras dezho, a gavas e dro hag a bouezas war ar Pab Klemañs V evit ma vije graet un dra bennak a-enep dezho. E 1307 e voe lakaet ar c'hrog war ur bern templourien e Rouantelezh ar Frañs, boureviet a-benn diskuliañ traoù gaou, ha barnet da vezañ devet ent-bev. E-pad bloavezhioù e talc'has start Fulup IV war ar Pab evit ma tivodfe hemañ an Urzh, ar pezh a reas a-benn ar fin er bloaz 1312. Er bloaz 2002 ez eus bet adkavet un diell orin a lavar e oa bet digabluzet e-kuzh renerien an Urzh gant ar Pab Klemañs V.

Ar vistri veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

# Ardamez Anv Amzer e karg
1. Hugues de Payns 1118-1136
2. Armoiries Robert de Craon.svg Robert de Craon 1136-1147
3. Armoiries Evrard des Barres.svg Everard des Barres 1147-1151
4. Armoiries Bernard de Tramelay.svg Bernard de Tremelay 1151-1153
5. Armoiries André de Montbard.svg André de Montbard 1153-1156
6. Armoiries Bertrand de Blanquefort.svg Bertrand de Blanchefort 1156-1169
7. Armoiries Philippe de Milly.svg Philippe de Milly 1169-1171
8. Armoiries Eudes de Saint-Amand.svg Eudes de Saint-Amand 1171-1179
9. Armoiries Arnaud de Toroge.svg Arnau de Torroja 1181-1184
10. Armoiries Gérard de Ridefort.svg Gerard de Ridefort 1185-1189
11. Armoiries Robert de Sablé.svg Robert de Sablé 1191-1193
12. Armoiries Gilbert Hérail.svg Gilbert Erill 1193-1200
13. Armoiries Philippe du Plaissis.svg Phillipe de Plessis 1201-1208
14. Armoiries Guillaume de Chartres.svg Guillaume de Chartres 1209-1219
15. Armoiries Pierre de Montaigu.svg Pedro de Montaigu 1218-1232
16. Armoiries Armand de Périgord.svg Armand de Périgord 1232-1244
17. Richard de Bures (Arvarus) 1244/5-1247[1]
18. Armoiries Guillaume de Saunhac.svg Guillaume de Sonnac 1247-1250
19. Armoiries Renaud de Vichiers.svg Renaud de Vichiers 1250-1256
20. Armoiries Thomas Bérard.svg Thomas Bérard 1256-1273
21. Armoiries Guillaume de Beaujeu.svg Guillaume de Beaujeu 1273-1291
22. Armoiries Thibaud Gaudin.svg Thibaud Gaudin 1291-1292
23. Armoiries Jacques de Molay.svg Jacques de Molay 1292-1314

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lazhet pe prizoniet e oa bet en emgann La Forbie; Richard de Bures a zo bet e penn an Demplourien betek dilennidigezh Guillame de Sonnac; daoust ha Mestr Meur eo bet, dael a zo war an dra-se. Gwelet amañ



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.