Emgann Alfarrobeira

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Emgann Alfarrobeira a c'hoarvezas e Portugal d'an 20 a viz Mae 1449, tostik d'al lec'h anvet Alfarrobeira, en Vialonga, nepell diouzh Alverca do Ribatejo. Trec'h e voe arme ar roue yaouank Afonso V war hini e eontr Pedro, Dug Coimbra ha lazhet an dug en emgann.

An abegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv Fernando I, e 1383, e tegouezhas ar galloud gant e bried, ar rouanez Leonor, kasaet gant ar bobl, hag he merc'h, Beatris, dimezet da Juan Iañ Kastilha. Lezvreur Fernando, João, Mestr Urzh Avis, a emsavas a-enep ar rouanez hag he mab-kaer, roue Kastilha, hag a voe trec'h war an estrenien en emgann Aljubarrota. Ha setu João Iañ hag e harper feal, ar c'honestabl Nuno Álvares Pereira, da harozed vroadel.

Ar roue João I en devoa ur bastard, Afonso, hag ur verc'h, Beatris, a-raok dimeziñ d'ar briñsez saoz Philippa of Lancaster, merc'h da John of Gaunt. Meur a vugel o doe: ur mab, marvet bihanik; ur verc'h, Isabella, deuet da vout dugez Bourgogn ha Flandrez, pemp mab savet ha maget gant koun eus an emgann. Ar c'hoshañ anezho, Duarte, a oa da vezañ roue, Pedro, Henrique, lesanvet "ar Merdeer"), galloudus ha brudet gant ar brezelioù kaset enep ar Vuzulmaned e Norzhafrika; João ha Fernando, ar yaouankañ, marvet a-raok emgann Alfarrobeira.

Dek vloaz e vevas Pedro en estrenvro. Goude marv an tad, João Iañ, ha hini e vreur Duarte Iañ, e tegouezhas ar gurunenn gant ar mabig Afonso V, nemet, pa oa re vihan, e voe roet ar rejañs d'e vamm, Leonor Aragon, un estrenez adarre. Dalc'het e oa bet soñj eus 1383 hag eus ar brezel diabarzh,

E deroù 1448, kuzuliet gant e eontr, ar bastard Afonso, Dug Bragança, gant Kont Ourém ha gant arc'heskob Lisboa, e tivizas ar roue yaouank tennañ gouarnamant ar rouantelezh digant e eontr Pedro, dug Coimbra, ha rejant. Hennezh neuze a oa en em dennet eus al lez da chom en e zouar e Coimbra.