Juan Iañ Kastilha
Neuz
Juan Iañ Kastilha (Épila, Zaragoza pe Tamarite de Litera, Huesca, 1358 - Alcalá de Henares, 1390) a oa roue Kastilha (1379 -1390).
Mab e oa da Enrique II Kastilha ha da Juana Manuel de Villena, merc'h da Don Juan Manuel. Ganet e oa en Aragon pa oa bet harluet e dad, gant e dad-kozh roue. Eñ eo an diwezhañ roue kastilhan a voe kurunennet; war e lerc'h e voent anvet dre embann pe dre youc'hal. E ditloù e oa ar re -mañ : Roue Kastilha, León, ha Portugal (adal 1383), Toledo, Galicia, Sevilla, Córdoba, Murcia, Jaén, an Algarve, Algeciras, hag Aotrou Lara (adal 1387), Vizcaya ha Molina (adal 1387).
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1375 da Leonor Aragon