Don Juan Manuel
Neuz
Don Juan Manuel (1282 – 1348) a oa infant Kastilha (mab-bihan d'ur roue e oa), priñs Villena (en Aragon), ha skrivagner kastilhanek.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en kastell Escalona, en proviñs Toledo. Mab e oa d'an infant Manuel Kastilha, ha mab-bihan d'ar roue Fernando III Kastilha. Niz e oa d'ar roue Alfonso X, ha meur a wech en em savas a-enep d'ar eontr-se.
Mervel a reas e dad en 1283, hag e vamm en 1290, pa ne oa nemet eizh vloaz, ha savet e voe gant e eontr, ar roue Sancho IV Kastilha.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- da Isabel de Mallorca, merc'h d'ar roue Jaume II Mallorca, a varvas divugel, da 19 vloaz;
- d'an infantez Constanza Aragon, merc'h da Jaume II, roue Aragon, ar rouantelezh amezek, ha d'e bried Blanca de Nápoles; mervel a reas e 1327
- da Constanza Manuel de Villena (1323-1345).
- Beatriz Manuel de Villena, marvet yaouank;.
- Manuel de Villena, marvet yaoank, ha hervez Jaime II e oa dre m'he devoa .
- Blanca Núñez de Lara, merc'h da Fernando de la Cerda ha da Juana Núñez de Lara,Patrom:Harvnp ha daou vugel o doe:
- Fernando Manuel de Villena (1332-1350),Patrom:Harvnp,
- Juana Manuel de Villena (1339-1381).
Ouzhpenn-se en devoe Don Juan Manuel daou vastard gant Inés de Castañeda:Patrom:Harvnp
- Sancho Manuel de Villena (1320-1347),Patrom:Harvnp
- Enrique Manuel de Villena (1337-Peñafiel, 1390).Patrom:Harvnp