Enrique II Kastilha

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Enrique de Castilla zo ivez.
Poltredig Enrique II (1334–1379), graet e 1594.
Enrique II Kastilha

Enrique II de Castilla (Sevilla, 1334 – Santo Domingo de la Calzada, 1379), pe Enrique de Trastámara, Enrique el Fratricida pe de las Mercedes, a oa roue Kastilha. Kentañ roue an Tiegezh Trastámara e oa.

Mab bastard e oa da Alfonso XI Kastilha ha d'e serc'h Leonor Núñez de Guzmán‎. Brezel a reas d'e hantervreur, Pedro Iañ Kastilha (1334-1369), kent e lazhañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pevare eus dek bugel ar roue Alfonso XI ha Leonor de Guzmán (tataranieta de Alfonso IX de León) e oa. Ur breur gevell en doa, Fadrique Alfonso de Castilla. En Alcázar Sevilla e oant bet ganet.

E penn armeoù Kastilha e oa e miz Meurzh 1362 pa gemeras kêr Saugues digant an Tard-Venus kaset gant Perin Boias. E Mezheven 1362 e voe trec'h war 1 200 soudard bour Breteuil e Montpensier.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Enrique II e 1350 da Juana Manuel de Villena, itron Villena, Escalona ha Peñafiel, ur verc'h da Don Juan Manuel ha da Blanca Núñez de Lara, ha tri bugel o devoe :

Bugale all en devoe, ha darn anezhe a voe meneget o anvioù en e destamant e 1374 :[1]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Crónicas de los reyes de Castilla D. Pedro I, D. Enrique II, D. Juan I, D. Enrique III, >Levrenn II, pp. 106-121 , gant Pedro López de Ayala [1]
  2. Meneget ivez evel "Inés Díaz de la Vega", nemet Elvira Iñíguez e testamant ar roue. Pe ur fazi pe ur serc'h all. Meneget eo e testamant he zad, ma lavare hennezh reiñ Urueña dezhi ma ne dizhe ket dimeziñ da Pedro de Aragón, IIvet markiz Villena (1362—Aljubarrota, 1385), mab da Alfonso de Aragón y Foix.
  3. N'eo ket meneget en testamant e dad en 1374.