Mont d’an endalc’had

Leonor Núñez de Guzmán

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Leonor Núñez de Guzmán, ganet e Sevilla (Andalouzia) e 1310 ha lazhet e Talavera de la Reina (nepell diouzh Toledo en 1351, a oa un itron spagnol, merc'h da Pedro Núñez de Guzmán ha da Juana Ponce de León y Meneses.

Yaouankik e oa pa voe dimezet Juan de Velasco. Mervel a reas an ozhac'h e 1328 ha setu Leonor intañvez da 20 vloaz. Neuze eo e reas anaoudegezh gant ar roue Alfonso XI Kastilha, a-boan bloaz yaouankoc'h egeti. Ha sot-pitilh ar roue gant kaerat maouez ar rouantelezh, hervez a skrivas-eñ en e gronik, betek an deiz ma varvas en 1350, e-pad seziz Gibraltar, gant ar vosenn . Dimezet e oa ar roue Alfonso XI e 1328 da Maria Portugal (1313-1357). Bugel ebet n'he doa bet ar rouanez e-pad pemp bloaz, ma oa bet lakaet a-gostez en ur c'hastell. A-benn ar fin o doa bet ur mab, Pedro e 1334. Dilezel e wreg hag e vab a reas Alfonso koulskoude d'ober war-dro e diegezh all. Douaroù a roas d'e vesterd, ha tost ken uhel e oa o renk evel hini ar rouanez hag an infant.

Dre ma tremene an amzer e oa deuet da vout kuzulierez ar roue, ken e oa erru unan eus galloudusañ maouezed Europa. Kement-se a lakaas tad-kaer Alfonso, roue Portugal, da vont droug ennañ, ha bec'h da sevel etre an div vro. Leonor azastumas ivez madoù e-leizh, evit he bugale, roet gant ar roue da bep ganedigezh, ken e oa deuet da vezañ un itron binvidik. Ar madoù-se eo a roas tu d'he bugale kemer perzh er stourm evit ar gurunenn.

Kement-se a lakaas kasoni ivez da greskiñ e kalonoù ar rouanez hag he mab Pedro Iañ. Goude marv ar roue e fellas dezho tennañ dial eus ar vesterd. Bec'h de devoe gant noblañsed ar vro, ac'h ae war greñvaat, tra mac'h ae galloud roue Kastilha war vihanaat


Mamm e oa da 10 bastard, hag unan anezho a voe Enrique II el de las Mercedes, tad Tiegezh Trastámara.

En 1350 e varvas ar roue Alfonso e seziz Gibraltar gant ar vosenn du. Roet e voe ar gurunenn d'e vab Pedro, e vab nemetañ hervez al lezenn, goude ma ne oa ket 17 vloaz c'hoazh.

Goude marv ar roue e voe harzet ha bac'het Leonor p'edo o veajiñ da Sevilla gant kañvambroug ar roue, ha kraouiet er Palacio Real. Eno e veze gweladennet gant e vugale, ha dreist-holl Enrique, dimezet da Juana Manuel en 1350. Goude an dimeziñ-se e washaat an traoù ganti kenkent. Kaset e voe da Carmona. Goude e voe dindan evezh hec'h enebourez ar rouanez Maria Portugal, e Talavera de la Reina. Eno e voe lazhet en 1351 war urzh ar rouanez, krouget gant ur servijer.

Goude he marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude-se e voe bec'h ha brezel etre daou vab ar roue, Pedro, mab Maria Portugal, hag Enrique, he mab dezhi, ha hennezh e voe Kentañ brezel-diabarzh Kastilha. lazhet e voe pedro gant e hantervreur Enrique, ha ren a reas Tiegezh Trastamara.


Diwar istor Leonor eo bet savet