Alfonso XI Kastilha
Alfonso XI Kastilha (1311-1350), lesanvet el Justiciero, a oa roue Kastilha.
Mab e oa da Fernando IV Kastilha ha d'e bried Constança de Portugal. Roue e voe da ur bloaz, hag e vamm-gozh María de Molina a voe rejantez betek e 15 vloaz, en 1325.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sot-pitilh e oa ar roue gant Leonor Núñez de Guzmán, un intañvez yaouank, kaerat maouez ar rouantelezh, hervez a skrivas-eñ en e gronik.
Dimezet e oa ar roue Alfonso XI e 1328 da Maria Portugal (1313-1357). Bugel ebet n'he doa bet ar rouanez e-pad pemp bloaz, ma oa bet lakaet a-gostez en ur c'hastell. A-benn ar fin o doa bet ur mab, Pedro, e 1334. Dilezel e wreg hag e vab a reas Alfonso koulskoude d'ober war-dro e diegezh all. Douaroù a roas d'e vesterd, ha tost ken uhel e oa o renk evel hini ar rouanez hag an infant.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Maria Portugal:
- Pedro el Cruel, ganet e 1334.
Besterd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek bastard en doe gant e serc'h Leonor Núñez de Guzmán, hag unan anezho a voe Enrique II el de las Mercedes, tad Tiegezh Trastámara.
- Pedro de Aguilar (1330–1338), aotrou Aguilar de Campoo.
- Sancho Alfonso de Castilla (1331–1343), lesanvet «el Mudo» (ar mud) , aotrou Ledesma, Béjar, Galisteo, Montemayor del Río ha Granadilla.
- Enrique (1333–1379), aotrou Trastámara, tad an Tiegezh Trastámara, roue Kastilha
- Fadrique Alfonso de Castilla (1333–1358), breur gevell da Herri, Mestr Urzh Santiago hag aotrou Haro, Lakaat a reas lazhañ pried Leonor Sánchez Kastilha. Eñ eo ar breur kentañ lazhet war urzh ar roue Pedro Iañ Kastilha.
- Fernando Alfonso (1336–c. 1350), aotrou Ledesma; roet e voe dezhañ aotrouniezhioù e vreur Sancho (marvet en 1343);
- Tello Alfonso (1337–1370), kentañ aotrou Aguilar de Campoo ha Lara, aotrou Bizkaia, hendad markizien Aguilar de Campoo;
- Juan Alfonso (1341–1359), aotrou Badajoz ha Jerez de la Frontera, a voe roet urzh d'e lazhañ gant e hantervreur ar roue Pedro Iañ Kastilha ;
- Juana Alfonso de Castilla (1342–¿?), itron Trastámara, dimezet div wech
- da Fernán Ruiz de Castro da gentañ
- da Felipe de Castro goude;
- Sancho Alfonso (1343– 1374), kont Alburquerque, aotrou Ledesma, de Alba de Liste, Medellín, Tiedra y Montalbán. Kemer a reas lec'h e vreur Tello, goude e varv, evel alférez mayor, en 1371;
- Pedro Alfonso (1345–1359), a voe lazhet war urzh ar roue Pedro Iañ Kastilha, e hantervreur.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas en 1350, e-pad seziz Gibraltar, gant ar vosenn. E bried Maria Portugal a roas urzh neuze da lazhañ Leonor dirak he bugale.