Sancho Kastilha (kont Alburquerque)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Sancho de Castilla (Sevilla, 1342 - Burgos, 1374) a oa ur mab bastard da Alfonso XI Kastilha, el Justiciero, roue Kastilha, ha d'e serc'h Leonor Núñez de Guzmán. Kentañ kont Alburquerque, hag aotrou Ledesma, Alba de Liste, Medellín, Tiedra ha Montalbán.
Dimezet e oa da Beatriz Portugal, ha daou vugel o doe:
- Fernando Sánchez, kont Alburquerque
- Leonor Urraca Kastilha, ganet e 1374, hag a zimezas da Ferdinant Iañ Aragon.
Tad e oa ivez da Leonor Sánchez Kastilha (war-dro 1374-1444), met n'ouzer ket piv e oa he mamm.