Leonor Sánchez Kastilha
- Ur pennad Leonor Kastilha zo ivez.
|
Leonor Sánchez de Castilla (war-dro 1374-1444) a oa un itron eus Kastilha, merc'h d'ar c'hont Sancho de Castilla ha d'un itron dianav.
Merc'h-vihan e oa da Alfonso XI Kastilha el Justiciero roue Kastilha ha León, ha priolez Kouent Sancti Spiritus, e Toro.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Sancho de Castilla ha n'ouzer ket piv e oa he mamm. Merc'h-vihan e oa d'ar roue Alfonso XI Kastilha ha d'e serc'h Leonor Núñez de Guzmán.
Hanterc'hoar e oa da Leonor Urraca Kastilha, rouanez kenseurtez Aragon goude dimeziñ da Fernando Iañ Aragon.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leonor Sánchez a oa ganet a-raok 1374, rak er bloaz-se e varvas he zad, ar c'hont Sancho Kastilha.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Sancho de Rojas, aotrou Monzón, met bugel ebet n'o doe. Muntret e voe Sancho de Rojas en 1393 gant mevelien an dug Fadrique de Castilla, mab bastard da Enrique II Kastilha. Oberourien zo a lavar e c'hallfe Leonor Sánchez de Castilla bezañ bet en un darempred karantezus gant an dug Fadrique de Castilla, hag abalamaour da se eo en devije lazhet Sancho de Rojas, evit gallout dimeziñ d'e intañvez[1].
Met an eured-se ne voe ket lidet dre ma voe bac'het Fadrique de Castilla en 1394, war urzh ar roue Enrique III Kastilha, e Kastell Almodóvar del Río, ma varvas er bloaz-se en-eeun. Ouzhpenn-se n'halle ket c'hoarvezout dre an abeg ma oa aet Leonor Sánchez da leanez da gouent Sancti Spiritus Benavente, dismantret hiziv[2].
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur verc'h o doe Leonor ha Fadrique:
- Leonor Kastilha (1393-1470). Dimeziñ a reas da Pedro Manrique de Lara y Mendoza, VIIIvet aotrou Amusco ha IIIde aotrou Treviño hag adelantado mayor Kastilha. pa intañvezas ez eas da leanez da Manati Consolación Calabazanos, ma voe beziet.Patrom:Harvnp
Kouentoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude tremen un toullad bloavezhioù e kouent Dominikanezed Sancti Spiritus Benavente ez eas Leonor Sánchez da Kouent Sancti Spiritus Toro abalamour da gemmañ an traoù enni. Un anv nevez, Sancti Spiritus, a roas d'ar gouent en desped da destamant an diazezourez, Teresa Gil, he devoa lavaret e vije San Salvador, ha kemmañ a reas an obererezh.
Mervel a reas en 1444 er gouent[3].