Pedro Iañ Kastilha

Eus Wikipedia
Pedro Iañ Kastilha
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKurunenn Kastilha Kemmañ
Anv-bihanPedro Kemmañ
Patronym or matronym for this personAlfónsez Kemmañ
Titl noblañsKing of Castile, Lord of Molina, King of León, King of Galicia Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Eos 1334 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBurgos Kemmañ
Deiziad ar marv23 Meu 1369 Kemmañ
Lec'h ar marvMontiel Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvstab wound Kemmañ
Lec'h douaridigezhCapilla Real de la catedral de Sevilla Kemmañ
TadAlfonso XI Kastilha Kemmañ
MammMaria Portugal, Rouanez Kastilha Kemmañ
PriedMaría de Padilla, Blanche Bourbon, Joan of Castro, Teresa de Ayala, Isabel de Sandoval Kemmañ
FamilhHouse of Burgundy - Castile and León Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Michersonaozour, rener Kemmañ
KargRoue Kastilha ha León Kemmañ
Lec'h labourCastile Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
BrezelWar of the Two Peters Kemmañ
Perc'henn warAlcázar of Segovia Kemmañ
Delwenn Pedro Iañ.

Pedro Iañ Kastilha (Burgos, 1334-1369 Montiel), lesanvet el Cruel gant e enebourien, hag el Justo pe el Justiciero gant e harperien, a voe roue Kastilha ha roue León war-lerc'h e dad adalek 1350 betek e varv, lazhet gant e hantervreur, ha diwezhañ roue eus tiegezh Bourgogn.

Hervez ar c'hanseller ha kroniker Pero López de Ayala, e oa morlivet e zremm, glas e lagad, ha melen e vlev. Bras e oa (1.83 m) ha kreñv. Kustum e oa da labourat kalz, ha nay e oa gant ar merc'hed. Desket mat e oa, gwareziñ a rae an arzoù, hag en e yaouankiz e prizie sonerezh ha barzhoniezh.

Dont a ra e lesanv el Cruel eus ar roll hir a zroulazhoù gourc'hemennet gantañ pa en doe da stourm ouzh emsavadegoù ha da ren brezelioù e-pad e 19 vloaz ren. Ma voe kriz ouzh an uhelidi ne voe ket kement ouzh pobl Kastilha. Gwareziñ a reas yuzevien ha muzulmaned e rouantelezh. Brudetoc'h eo al lesanv roet gant e enebourien avat dre ma voe trec'h o c'hostezenn bolitikel. Bec'h en doe dreist-holl gant e hantervreur Enrique hag abalamour-da se e krogas etrezo Kentañ brezel-diabarzh Kastilha, a echuas pa voe lazhet Pedro gant Enrique.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e tour manati Santa María la Real de Las Huelgas, en kêr Burgos. Mab e oa da Alfonso XI (1311–1350) ha da Maria Portugal (1313–1357). E vamm a oa merc'h da Afonso IV, roue Portugal, ha hi eo "A fermosíssima Maria" (Maria kaer-meurbet) er varzhoneg Os Lusíadas gant Luís de Camões. Ganti e voe savet en alcázar Sevilla, pa veze e dad o vevañ gant e serc'h Leonor Núñez de Guzmán‎. Desket e voe gant ar Portugalad Juan Alfonso de Alburquerque.

En 1335, pa ne oa ket bloaz c'hoazh, e voe kaset kannaded saoz d'e dad Alfonso IX gant ar roue saoz Edouarzh III da ginnig e verc'h Isabel da zimeziñ da Bedro. Re abred e kavas Alfonso ar c'hinnig, hag unan all a voe graet seizh vloaz goude, e 1342, da ginnig ur verc'h all, Joan. Kement-se ne oa nemet derou an emell a raio Pedro diwezhatoc'h er brezel kant vloaz, etre Saoz ha Gall.

Derou e ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 26 a viz Meurzh 1350, e varvas Alfonso XI gant ar vosenn pa oa o lakaat seziz war Gibraltar. Neuze e voe anvet e vab Pedro da roue Kastilha ha León? e Sevilla, pa n'en doa ket tapet e seitek vloaz c'hoazh. Bec'h a savas etre ar c'hostezennoù a bep seurt a oa en-dro d'ar galloud: ar vugale en doa bet ar roue Alfonso XI gant Leonor de Guzmán, infanted Kurunenn Aragon, kendirvi ar roue ha re e vamm, ar rouanez kozh Maria de Portugal.

Da gentañ edo ar galloud gant kostezenn ar rouanez-vamm ha Juan Alfonso de Alburquerque, kelenner portugalat ar roue yaouank. Hag ar Portugalad, gant aon rak itrikoù serc'h kozh ar roue Alfonso, Leonor de Guzmán, a alias ar roue Pedro da vac'hañ e vreudeur, ar c'hont Enrique de Trastámara ha Mestr Meur Urzh Santiago Fadrique Alfonso de Castilla, ar pezh a reas d'ar re-se fuloriñ hag emsevel. Koulskoude e voe pardonet gant ar roue nevez, dre ma tostae da Sevilla, d'ar re a oa oc'h ambroug korf e dad ha gant e vamm ez eas d'o arbenn pellik diouzh kêr.

War-dro hanter Eost 1350 en em gavas Pedro gwall glañv. Kaoz a oa eus lakaat e genderv da roue war e lerc'h, an infant Fernando de Aragón y Castilla, markiz Tortosa, niz da Alfonso XI. Tud all a gave gwell Juan Núñez de Lara, diskennad eus infanted La Cerda dre ar baotred, petra bennak m'o devoa embannet dilezel o gwirioù evit kaout domanioù bras en o lec'h, en amzer tad-kozh Pedro, Fernando IV Kastilha. Digleñvel a eure ar roue yaouank avat, ma voe savet ar seziz diwar Gibraltar hag ehanet ar brezel ouzh Al-Andalus. Chom a reas Pedro en Sevilla da beurbareañ betek derou 1351.

En 1351 e oa rouantelezhioù Bro-C'hall ha Kastilha en sell da zimeziñ ar priñs Pedro gant Blanche de Navarre, intañvez ar roue gall Fulup VI, met n'eas ket an dimeziñ da benn-vat rak ne felle ket d'an intañvez addimeziñ : « ne addimez ket rouanezed Bro-C'hall », emezi. Bloaz goude e voe graet emglev gant Bro-Saoz evit e zimeziñ d'ar briñsez Janed, merc'h da Edward III, roue Bro-Saoz ; war he hent da Gastilha avat e treuzas kêrioù ma rene ar vosenn, en desped d'an dud a lavare dezhi tremen e-biou. Ma tapas Joan ar vosenn ha ma varvas da-heul.

Ma oa klask war un eured gant infant Kastilha ne oa mann nemet abalamour da listri niverus rouantelezh Kastilha a c'halle reiñ an tu kreñvañ war vor d'ar roue gall ha saoz a felle dezho ren war doureier Mor Breizh.

Bizkaia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar roue, goude, a heskinas Nuño Díaz de Haro, ur bugel tri bloaz, mab da Juan Núñez de Lara hogen marvet e dad, evit tennañ digantañ aotrouniezh Bizkaia. Ne deuas ket a-benn da gregiñ ennañ met kemer a reas douaroù Las Encartaciones, aloubet gant Fernán Pérez de Ayala, tad ar c'hronikour Pero López de Ayala.

Mervel a reas Nuño Díaz de Haro ur pennadig goude. Juana de Lara hag Isabel, div c'hoar ar bugelig, a voe droukroet da Bedro. Bizkaia, Lerma ha Lara, ha kêrioù ha kastilli all, a voe staget ouzh domani ar roue. Dimeziñ a reas Juana da hantervreur bastard Pedro, Tello de Castilla, hag Isabel d'an infant Juan de Aragón y Castilla (1330–1358), kenderv d'ar roue Pedro, ha breur yaouank d'an infant Fernando de Aragón.

Fernando a voe drouklazhet un toullad bloavezhioù goude, war urzh Pedro IV Aragón. Juana hag Isabel Núñez de Lara, an infant Juan de Aragón ha mamm an infanted aragonat Juan ha Fernando, ha moereb da Pedro Iañ, a voe drouklazhet mare pe vare dre urzh Pedro Iañ Kastilha. Piv a dennas gounid eus an torfedoù-se, nemet mab bastard ar roue Alfonso, an hini a vo Enrique II Kastilha, a en em gave en hevelep lec'h eus Aragón ma voe drouklazhet an infant Fernando ha breur Enrique, Tello de Castilla, aotrou kenseurt Bizkaia, a guzhas drouklazh e bried Juana de Lara, itron Bizkaia, diwar zorn Pedro.

En hañvezh 1353 e voe rediet Pedro, gant e vamm hag an uhelidi, da zimeziñ da Blanche Bourbon. Evit dimeziñ avat en devoa ranket nac'h bezañ dimezet da María. Tostik kenkent ha dimezet e tilezas Blanche da vont da adkavout María, ha pevar bugel en doe ganti. Krediñ a c'haller e oa bet dimezet ivez d'un itron eus Tiegezh Castro, ha honnezh he doe ur mab (a varvas en-bugel, goude marv Pedro), ha neuze e kuitaas anezhi.


E 1361 e varvas Blanche e Medina Sidonia. Lazhet e voe gant Pedro, hervez ar vojenn: hervez lod e voe kontammet, hervez lod all e voe tennet warni gant ur wareg.

Cortes Valladolid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1351 e tegemeras en Burgos Carlos II Navarra, lesanvet el Malo, ha profañ a reas dezhañ kezeg ha bravigoù. Goude-se ez eas da Valladolid da lidañ Cortes a oa bet galvet gant e gelenner Juan Alfonso de Alburquerque, hag eno e lavaras :

Evit ar justis eo e vev hag e ren ar rouaned ha priñsed, hag ar justis eo a rankont diwall ha ganti eo e rankont gouarn o fobloù, é gobernar los sus pueblos.

Padout a reas Cortes Valladolid adal diskar-amzer 1351 betek nevezamzer 1352, ha chom a reas ar roue da gemer perzh betek hanter Meurzh 1352.


Con todo ello ec'h embannas ar roue e oa a-du gant ar c'hêrioù, pezh a voe komprenet gant an uhelidi evel un arsailh ouzh o dreistgwirioù, ma kreskas o droukrañs ouzh ar roue.

Kuitaat a eure Valladolid e dibenn Meurzh 1352, da vont da Ciudad Rodrigo d'en em gavout gant e dad-kozh, tad e vamm, roue Portugal, Afonso IV, a roas kuzulioù fur dezhañ en e c'houarnamant, oc'h erbediñ anezhañ da vevaén e peoc'h gant e vreudeur.

Derou an emsavadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred Pedro Iañ el levr Retratos de los reyes de España, en 1788

Goude an emgav gant Afonso IV, roue Portugal, ez eas Pedro da Andalouzía da stourm ouzh Alfonso Fernández Coronel, a oa en em savet en Aguilar, met ret e voe dezhañ leuskel tud all da ren ar brezel-se rak en hanternoz e vreur Enrique o kreñvaat e zifennoù en Asturiez. Ne voe ket pell evit ober d'e vreur plegañ dezhañ, hag hennezh neuze da ziskouez morc'hed bras. Ken prim all e tic'hoantas e vreur all Tello d'en em sevel. Ma c'hallas distreiñ da Andalouzia ken sioul ha tra, en 1353, da lakaat Fernández Coronel d'ar marv.

En amzer-se dija e oa serc'heg da María de Padilla. Goude erruet e Valladolid e zanvez-pried, Blanca de Borbón, e timezas dezhi d'an 3 a viz Gouhere 1353, dre abeg a Stad. Hogen kuitaat a reas Blanca a-benn daou zevezh, war zigarez ma ne oa ket paeet gant Bro-C'hall an argouroù, ha gourc'hemenn a reas he serriñ en Sigüenza ha goude en Alcázar Toledo; diwar-se ez eas da fall an darempredoù gant Bro-C'hall, kouezhañ a reas Alburquerque hag emsavadeg a voe en Toledo da gentañ, hag e meur a gêr all buan a-walc'h .

En 1354, ha goude an emsavadeg, e tennas e garg digant an alguacil mayor, hag an holl re a oa bet roet kargoù dezho gant Alburquerque, hag en o lec'h e lakaas tud eus tiegezh Padilla, e vignoned nevez. Terriñ a eure Juan Núñez de Prado eus e garg a Vestr Urzh Calatrava, ha reiñ mestroniezh an Urzh da Diego García de Padilla, breur María, ha hennezh a lakeas e ziaraogad d'ar marv en kastell Maqueda, a oa d'an Urzh, labour kaset da benn gant daouarn Diego López de Porras.

Distroadet Alburquerque[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1353 e timezas e kuzh da María de Padilla. Ha María d'e dreiñ a-enep Alburquerque.


Trubarderezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas lez Portugal neuze da Estremoz, ha ganti edo Juan Alfonso de Alburquerque. Eno en doe kemenn eus Enrique ha Fadrique, a oa bet lakaet gant o breur da zifenn an harzoù, hag int da ginnig emglev da Juan Alfonso de Alburquerque, diwar-goust Pedro, gant frouezh da rannañ etrezo o-zri. Bodadeg a voe en Elvas ha Badajoz, y tan avanzados iban los tratos, que apresaron a Juan García de Villagera, met hennezh a deuas a-benn da dec'hel kuit, ha da gas keloù d'e aotrou diwar-benn an irienn.

Hervez an emglev e ranke Kurunenn Castilla mont gant an infant Pedro, mab da roue Portugal, dre ma oa mab-bihan da Sancho IV de Castilla en lugar de para Fernando de Aragón, kenderv da Pedro Iañ Kastilha. Keloù a voe kaset d'an infant portugalat gant Alvar Pérez de Castro, breur d'ar briñsez illur Inés de Castro,

Eured nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn ar roue Pedro Iañ en karter La Alfalfa de Sevilla, pezh eus dibenn ar XVIvet pe derou ar XVII kantved, lakaet e-lec'h un delwennig all d'ar roue, a oa bet lakaet eno goude ur gann ma voe lazhet gant Pedro Iañ un den eus an tiegezh Guzmán a oa a-du gant Enrique de Trastámara[1] An delwenn orin a c'haller gwelout en ti Casa de Pilatos e Sevilla.[2].
Penn ar roue Don Pedro, e maen, a oa bet lakaet da gentañ en karter la Alfafa hag a zo bremañ en palez duged Medinaceli e Sevilla, anavezet evel Casa de Pilatos.

Betek ar pab Inosant VI a glevas, en Avignon, pegen reuzeudik e oa stad ar rouanez kenseurt Blanca de Borbón, c'hoar da rouanez kenseurt Bro-C'hall, Janed Bourbon, deuet eus ti he zad Pêr Iañ Bourbon hep an argouroù en arc'hant gouestlet er marc'had graet a-raok an eured. A-benn ar fin ec'h asantas ar roue tremen daou zevezh ouzhpenn en Valladolid gant Blanca.


Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir gwech e timezas :

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

María de Padilla[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant María de Padilla en doe pevar bugel:

Blanca de Borbón[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugel ebet n'en doe gant Blanca de Borbón.

Juana de Castro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Juana de Castro, en doe ur mab :

María González de Hinestrosa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geoffrey Chaucer,
  • Sem Tob de Carrión, Proverbios morales.
  • Romancero del rey Don Pedro, dastumad barzhonegoù ( XV-XVII).
  • Francisco de Castilla Theorica de virtudes en coplas, en 1517.
  • El Infanzón de Illescas, komedienn gant Lope de Vega, pe Tirso de Molina.
  • Cierto por lo dudoso (1620-24), Los Ramírez de Arellano, La niña de plata, La noche de San Juan, komediennoù gant Lope de Vega.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lazhet e voe gant e hantervreur, Enrique II Kastilha.

Hiziv emañ e relegoù e kev-iliz Capilla Real de la Catedral de Sevilla.

  1. Patrom:Cita web
  2. Patrom:Cita web