Al-Andalus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kalifiezh Córdoba war-dro ar bloaz 1000.

Al-Andalus (skrivet الأندلس en arabeg, Al-Ándalus en spagnoleg, al-Ândalus en portugaleg) a oa ar vro, e ledenez Iberia, a oa dindan veli vuzulman er Grennamzer, etre ar bloazioù 711 ha 1492, e-pad 781 bloaz. Andalouzia hiziv, kumuniezh emren e Spagn, ne voe nemet un darn vihan eus ar vro-se pa oa en he brasañ.

Alouberezh ha trevadennerezh ar vro gant ar Verbered a voe ken trumm ma voent dic'hortoz, ha klotañ a rejont gant emled ha kresk ar bed muzulman. Al-Andalus a zeuas da vout un oaled a sevenadur uhel en Europa ar Grennamzer .

Aloubadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Entre 711 ha 715 e voe aloubet Ledenez Iberia gant jeneraled ar C'halif Omeyad.

D'ar 27 a viz Ebrel 711 e tilestras Táriq ibn Ziyad, letanant gouarnour Tanger, Musa ibn Nusair, gant un armead 9 000 den. Tri miz goude, d'an 19 a viz Gouhere, e voent trec'h war ar Vizigoted, hag o roue Roderico a varvas en Emgann Guadalete. Trevadennet buan e voe kreisteiz al ledenez gant tud deuet eus Norzhafrika.